Rann eus | civil rights movement |
---|---|
Deiziad krouiñ | 13 Gou 2013 |
Anv berr | BLM |
Treuzskrivadur API | ˈblæk ˈlaɪvz ˈmæ.təɹ |
Diazezer | Alicia Garza, Patrisse Khan-Cullors, Ayọ Tometi |
Stad | Stadoù-Unanet |
Ideologiezh politikel | enep-gouennelouriezh |
Darvoud-alc'hwez | George Floyd protests, State of Florida v. George Zimmerman, shooting of Michael Brown, killing of Eric Garner |
Prizioù resevet | Sydney Peace Prize |
Lec'hienn ofisiel | https://blacklivesmatter.com/ |
Hashtag | BlackLivesMatter |
A-enep | feulster ar polis er Stadoù-Unanet Amerika, militarization of police, racial profiling |
Official color | du |
Roll elfennoù | list of Black Lives Matter street murals |
Black Lives Matter ("Pouezus eo ar buhezioù du"), berraet e BLM, zo un aozadur etrebroadel a oa diazezet da gentañ er gumuniezh afro-amerikan er Stadoù-Unanet Amerika.
Ganet eo BLM a-c'houde ur c'habal a-enep emzalc'h feuls ar polis ouzh ar Re Zu er SUA ; ledanaet eo an emav-se bremañ ma kaver a-bep seurt tud ennañ. Penn stourm ar re-mañ eo ar ouennelouriezh enep an dud du. Alies e vez aozet gant BLM manifestadegoù pa vez lazhet tud du gant ofiserien polis, emsevel a reont evit dibunañ a-enep da feulster ar polis en o c'heñver, met ivez an dizingalded ouennel a c'houzañvont a-berzh ar justis amerikan.
E 2013 e krogas al luskad gant implij an hashtag #BlackLivesMatter er media sokial, goude ma voe didamallet ar poliser George Zimmerman goude bezañ lazhet ar bugel afro-amerikan Trayvon Martin. Brudet-tre eo deuet da vezañ Black Lives Matter dre ar SUA gant berzh ar manifestadegoù er straedoù, a oa bet raktal goude marv daou afro-amerikan all er bloaz 2014 : Michael Brown, a zegasas enebadurioù e Ferguson, hag Eric Garner e New York City. Enaouerien an hashtag hag ar galv da vanifestiñ, lañset gant Alicia Garza, Patrisse Cullors hag Opal Tometi, 'n em ledas er vro a-bezh ha krouiñ betek 30 skourr eus 2014 da 2016. Rouedad al luskad Black Lives Matter a chom un aozadur digreizennet hep bezañ frammet reut.
Abaoe manifestadegoù Ferguson, izili al luskad o deus kemeret perzh evit a-bep seurt manifestadegoù aozet da heul marvidigezh a-bep seurt tud a orin afro-amerikan diwar oberioù ar polis, evel re Jonathan Ferrell, John Crawford, Ezell Ford, Laquan McDonald, Akai Gurley, Tamir Rice, Eric Harris, Walter Scott, Freddie Gray, Sandra Bland, Samuel DuBose, Alton Sterling ha Philando Castile. En hañvezh 2015, izili Black Lives Matter a grogas da gaout ur serten pouez er bed politikel ha kinnig un danvez prezidant en dilennadegoù kevreadel. Harpet eo bet an aozadur gant tud vrudet, Bernie Sanders en o zouez.
Savpoent diazez al luskad Black Lives Matter a zo gouennel dre anien : poliserien wenn o lazhañ tud du. Hervez ur studiadenn kaset da benn gant ar c'helenner arbennik war an torfedouriezh Richard R. Johnson, m'eo uheloc'h feur an dud afro-amerikan bet lazhet gant poliserien er Stadoù-Unanet eo ret derc'hel kont e vez graet kement gant ar re zu, re wenn pe re eus kumuniezhoù all:
On average, 4,472 black men were killed by other black men annually between Jan. 1, 2009, and Dec. 31, 2012, according to the FBI’s Supplementary Homicide Reports. Using FBI and CDC statistics, Professor Johnson calculates that 112 black men, on average, suffered both justified and unjustified police-involved deaths annually during this period.
This equals 2.5 percent of these 4,472 yearly deaths. For every black man — criminal or innocent — killed by a cop, 40 black men were murdered by other black men.[1]
Deroy Murdock kazetenner evit an New York Post a embannas "the notion that America's cops simply are gunning down innocent black people is one of today's biggest and deadliest lies.".
Rudy Guiliani bet maer New York a zisklerie e-kerzh un atersadenn flemmus da geñver ar strollad, evit Fox News, e oa black lives matter ur strollad "diazezet war kredennoù gouenelour" ouzhpennañ a rae
"number one, it divides us. ... All lives matter: White lives, black lives, all lives. Number two: Black Lives Matter never protests when every 14 hours somebody is killed in Chicago, probably 70-80% of the time (by) a black person. Where are they then? Where are they when a young black child is killed?".