Ar Blitzkrieg ("brezel prim", « brezel [Krieg] luc'hedenn [Blitz]» en alamaneg) a zo un doazhadur brezel arsailh gant ar pal da gaout un trec'h meur oc'h implij un hollad nerzhioù karbedoù hobregonet e-pad ul lajad amzer termenet ha war un dachenn bevennet strizh.
Ouzhpenn an nerzhioù-se e vez implijet nerzhioù an droadegiezh ha nerzhioù an aerlu evit skeiñ kreñv barrregezhioù milourel, ekonomikel ha politikel an enebour.
Testeniekaet eo ar ger evit ar wech kentañ er bloavezh 1935 en ur pennad eus ar gazetenn Deutsche Wehr, kazetenn ofisiel al lu alaman. Hervez ar gazetenn vilourel-se, ar Stadoù o vezañ treut gant an danvezioù diazez a vez rediet da « echuiñ ar buanañ ar gwellañ gant ur brezel en ur glask raktal bezañ trec'h dre implij o holl nerzhioù arsailh en un taol dizamant ».
Ar ger a zo adkemeret en ur pennad eus ar gazetenn Time Magazine d'ar 25 a viz Gwengolo 1939 a zispleg aloubadeg Polonia gant Alamagn : "This is no war of occupation, but a war of quick penetration and obliteration - Blitzkrieg, lightning war" "N'eo ket ur brezel dalc'hidigezh, met ur brezel drebarzhiñ prim ha distruj — ar Blitzkrieg, ar brezel prim ".
E-pad aloubadeg Polonia e 1939, armeoù alaman o fiñval prim a enkelc'hias an nerzhioù polonat (kelc'hioù glas) na oant ket nerzhioù hobregonet dishual met nerzhioù hobregonet, troadegiezh, aerlu ha kanolierezh kenaozet.