Ar Bonedoù Ruz zo un emsav deuet war wel e Breizh e miz Here 2013 a-enep an telloù lakaet war an treuzdougen marc'hadourezh war an hentoù. Devet ez eus bet gwaregoù houarn savet dreist d'an hentoù gant an izili a wiske bonedoù ruz, diwar skouer tud emsavadeg ar Bonedoù ruz e 1675.
Manifestadeg a voe
Breujoù ar Bonedoù Ruz a voe dalc'het e Montroulez d'an 8 a viz Meurzh 2014 dirak un 3 500 den bennak. 11 poent goulenn bras a zo bet degaset[1]. A-raok ar Breujoù-se e oa bet lakaet ar Vretoned da zisklêriañ o c'hoantoù (“doleañsoù”) war-eeun pe gant ar strolladoù lec'hel.