Ar Bristol Blenheim a oa ur vombezerez skañv herrek savet gant Bristol Aeroplane Company, un embregerezh eus Breizh-Veur. Un nijerez daougefluskerek e oa ha tri flas a oa ennañ. Adalek 1937 e oa bet graet gantañ gant ar Royal Air Force. Implijet e oa bet kalz e penn kentañ an Eil Brezel-bed, met kolloù bras a voe gouzañvet ganti, dreist-holl e-kerzh an emgannoù deiz. Kalz gwelloc'h e oa evel karr-nij tager noz, pe karr-nij ambrouger.