Burev Etrebroadel ar Pouezioù hag ar Muzulioù (BIPM evit an anv ofisiel Bureau international des poids et mesures) a zo unan eus an tri aozadur savet evit delc'her ar sistem unanennoù etrebroadel (SI) evel ma oa bet termenet gant Kenemglev ar metr.
Lec'hiet eo e Pavillon de Breuteuil e Sèvres, Frañs, a zo dezhañ un dezvad e-maez-tiriad. Dre se ne voe ket aloubet gant an Alamaned e-pad an eil brezel bed.
Hervez e lec'hienn ofisiel :
Ar BIPM a zo ivez en e garg delc'her an Amzer hollvedel kenurzhiet (UTC) a zo anezhañ skeul an amzer a vez kaset diwarni ar frekañsoù dave hag ar signaloù-eur er bed a-bezh en un doare kenurzhiet.
Daou aozadur all a zo en o c'harg delc'hel ar sistem unanennoù etrebroadel :
Da gentañ penn e teu orin Burev Etrebroadel ar Pouezioù hag ar Muzulioù eus an diviz ober gant ar sistem degel kemeret war atiz Gaspard Monge.
D'an 20 a viz Mae 1875 e voe sinet Kenemglev ar metr gant seitek Stad. Krouet e voe Burev Etrebroadel ar Pouezioù hag ar Muzulioù an dro-se.
Gant ar Pavillon de Breuteuil e Sèvres e vez roet bod d'ar BIPM abaoe 1884 ma voe lakaet ar savadur gouestlet d'al labourvaoù da vont en-dro.
E 1889 e voe asantet da bimpatromoù etrebroadel nevez ar metr hag ar c'hilogram gant kentañ Kendalc'h Meur ar Pouezioù hag ar Muzulioù a c'houlennas e vefent lakaet ent ofisiel er Pavillon de Breuteuil.