Bussum (distagañ : [1]) a zo ur gumun hag ur gêr e proviñs Noord-Holland en Izelvroioù. 8,11 km² eo gorread Bussum (douar : 8,06 km², dour : 0,05 km²) ha d'an 31 a viz Mae 2009 e oa 32 012 annezad enni. Daou di-gar a zo : hini Naarden-Bussum ha hini Bussum Zuid.
Anv a voe graet eus Bussum evit ar wech kentañ e 1306. D'ar mare-se e oa ur vrugeg enni koadeier, ma oa kalz tiez-feurm bihan ha ma save an dud deñved. Tost ouzh Naarden emañ Bussum, ha neuze e voe renet aferioù Bussum gant Naarden azalek 1369. E 1470 e oa 250 annezad e Bussum da lavaret eo e oa kêriadenn vihanañ het Gooi.
Distaget e voe Bussum diouzh Naarden e 1817, ha kregiñ a reas d'ober berzh da vat pa voe savet an hent-houarn e 1874 ha d'ar mare-se eo e voe savet an daou di-gar. War hent-houarn Hilversum-Amsterdam emañ Bussum. Etre 1898 ha 1907 e voe savet e Bussum kumuniezh sokialour kentañ an Izelvroioù gant ar skrivagner ha bredvezeg Frederik van Eeden, diwar skouer Walden, gant ar skrivagner amerikan Thoreau. An abadenn skinwel gentañ skignet en Izelvroioù a-bezh a voe aozet e Bussum e 1951, hag e 1964 e voe diazezet enni studioioù skinwel vroadel an Izelvroioù.
E kuzul-kêr Bussum ez eus 23 dileuriad :
Porched an Izelvroioù – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn d'an Izelvroioù. |