Bécassine ! zo ur film gall, gant Bruno Podalydès, e 2018, savet diwar-benn an dudenn Bécassine, krouet e 1905. Produet eo gant ar gompagnunezh c'hall Why Not Productions, eus Pariz, ha filmet eo bet an istor e Normandi, e Perche-en-Nocé, en departamant Orne[1], ha roet gwenneien gant ar rannvro eno[2].
Disheñvelik eo an dudenn diouzh hini al levrioù savet e deroù an XXvet kantved. Degemeret madik eo bet ar film gant ar re o deus gwelet anezhañ, petra bennak ma n'eus bet den o kontañ e oa ur bennoberenn. En ABP e voe lennet e oa ur film dizrouk graet evit familhoù e-kerzh un devezh glav[3].
Skignet e voe ar film e Frañs d'an 20 a viz Mezheven 2018[4] ent-ofisiel ; koulskoude, un tammig trouz a oa bet diwar e benn e Breizh[5], a-raok ar rakvannadenn aozet e Kemper d'an 31 a viz Mae[6]. Hervez ar filmaozer e teu an dudenn eus ur bed ijinet[7], pa ouzer e teu eus matezh vreizhat Jacqueline Rivière.