Cant del Barça a zo ur ganaouenn savet e katalaneg da-geñver pemzekvet deiz-ha-bloaz ha tri-ugent Futbol Club Barcelona.
Skrivet e voe ar gerioù gant an daou skrivagner katalan Josep Maria Espinàs i Massip (1927-) ha Jaume Picas i Guiu (1921-1976) tra ma voe savet an ton gant ar sonaozer katalan Manuel Valls i Gorina (1920-1984).
Kanet e voe evit ar wech kentañ gant ul laz-kanañ tri mil pemp kant den renet gant Oriol Martorell i Codina (1927-1996) er c'hCamp Nou, a-raok ur c'hrogad mell-droad hag a voe dalc'het d'ar 27 a viz Du 1974 (FC Barcelona ouzh skipailh Republik Demokratel Alamagn). Deuet eo da vezañ un himn da-vat ha kanet e vez bep tro ma c'hoari er gêr unan eus skipailhoù ar c'hleub blaugrana[1].
Pozioù Cant del Barça a ra dave da spered digor hag enframmer ar c'hleub, na ra diforc'h ebet etre e skorerien dre o orin, pa'z eo skoazellañ ar skipailh ha sevel an unaniezh evit an nerzh glas-ha-granat ar pezh a zo pouezus e gwirionez.
Katalaneg |
|
|
- Tot el camp, és un clam.
- Som la gent blaugrana!
- Tant se val d'on venim
- si del Sud o del Nord.
- Ara estem d'acord, estem d'acord:
- una bandera ens agermana!
- Blaugrana al vent,
- un crit valent!
- Tenim un nom, el sap tothom:
- Barça, Barça, Baaarça!
- Jugadors, seguidors,
- Tots units fem força!
- Són molts anys plens d'afanys,
- són molts gols que hem cridat.
- I s'ha demostrat, s'ha demostrat
- que mai ningú no ens podrá tòrcer!
- Blaugrana al vent,
- un crit valent!
- Tenim un nom, el sap tothom:
- Barça, Barça, Baaarça!
|
|
- Ar sportva a-bezh zo ur youc'hadeg
- Ni eo an dud glas-ha-granat !
- Ne vern a belec'h e teuomp
- ha pa vefe eus ar Su pe eus an Norzh.
- A-untu emaomp-holl, a-untu emaomp ;
- Ur banniel hon dastum !
- Glas-ha-granat en avel,
- ul lugan kadarn !
- Un anv hon eus, anavezet gant an holl :
- Barça, Barça, Baaarça !
- C'hoarierien, skorerien,
- Unanet an holl e savomp an nerzh !
- Kalz bloavezhioù leun a strivoù eo,
- kalz palioù bet youc'het dezho eo.
- Ha prouet eo bet, prouet eo bet
- ne c'hello den biken hor gweañ !
- Glas-ha-granat en avel,
- ul lugan kadarn !
- Un anv hon eus, anavezet gant an holl :
- Barça, Barça, Baaarça !
|
- ↑ Glas ha ruz-mouk evel daou liv ar c'hrez douget gant melldroaderien FC Barcelona.