Castilla de Oro, pe del Oro, pe Kastilha (an) Aour e brezhoneg, zo un anv roet gant an drevadennerien spagnol e deroù ar XVIvet kantved da zouaroù zo eus Kreizamerika ha da norzh Suamerika adalek Pleg-mor Urabá (er c'huzh-heol da Golombia, betek ar río Belén, war lez ar vro anvet Veragua, a oa bec'h diwar he fenn etre ar Gurunenn spagnol ha tiegezh Colón. An anv Castilla de Oro a voe deroet e miz Mae 1513, gant ar roue Fernando II Aragon, rejant Kurunenn Kastilha d'an ampoent.
Pa voe dizoloet ar Meurvor Habask gant Vasco Núñez de Balboa e kreskas tachenn Castilla del Oro, ha staget outi e voe aodoù kornôk Panamá, Costa Rica ha Nicaragua.
En 1527 e voe krouet proviñs Nicaragua, a oa enni Nicaragua hiriv ha ledenez Nicoya, ha bihanaet e voe tachenn Castilla de Oro. En 1537, goude echuet ar pleitos colombinos, e oa div rann anezhi, hag etreze Dugelezh Veragua.
Er rann gornôk, er c'huzh-heol d'an dugelezh, a zo hiziv arvor kornôk Panamá ha Costa Rica, a voe staget en 1540 ouzh ar Veragua real (an douaroù a chome eus ar Veragua gozh), evit ober Proviñs Nuevo Cartago y Costa Rica.