Claude François, lesanvet « Cloclo », ganet d'ar 1añ a viz C'hwevrer 1939 en Ismailia (Egipt) hag aet da Anaon d'an 11 a viz Meurzh 1978 e Pariz er 16vet arondisamant, a oa ur c'haner, dañser, soner ha produer sonerezh gall er bloavezhioù 1960 ha 1970.
E-kerzh 15 vloaz eo bet unan eus an arzourien v(hall karetañ betek an deiz-ha-hizv. Meur a ganouenn gantañ zo chomet brudet mat, evel Belles ! Belles ! Belles !, Cette année-là, Le Lundi au soleil, Le téléphone pleure, Magnolias for Ever, Alexandrie Alexandra pe Comme d'habitude (My Way evit an doare saoznek) c'hoazh.
Marvet eo Claude François d'an 11 a viz Meurzh 1978, da 14 eur 45, er gêr e Pariz, 46, boulevard Exelmans. Ar gazetenn Libération en doa titlet « Claude François : a volté. Le chanteur préféré des moins de dix ans s'est électrocuté dans sa salle de bains » (an droienn « a volté » zo ur c'hoari ger gant "votiñ" dre ma oa an dilennadegoù kannad da vezañ d'ar sul 12 a viz Meurzh)[1].
Claudettes (pe Clodettes) e oa lesanv an dañserezed gant Claude François ; ar wech kentañ e oa bet da welet maouezed gwisket skañv war ar skinwel gall.