Conduelo Píriz, bet ganet d'ar 17 a viz Mezheven 1905 e Montevideo (Uruguay) hag aet da Anaon d'ar 25 a viz Kerzu 1976 er memes kêr, a oa ur melldroader etrebroadel uruguayat (kreizer e bost dezhañ war an dachenn).
Chomet e oa da c'hoari en Uruguay : e Club Atlético Defensor (Montevideo) ha Nacional Montevideo, hep na vije anavezet mat deiziadoù e vicher.
Seizh gwech en devoa douget krez La Celeste[1] etre 1929 ha 1932, hep merkañ pal ebet.
Ezel e oa eus skipailh Uruguay pa voe renket da drivet e 1929. Dalc'het e voe ar genstrivadeg e Buenos Aires ha sed amañ da-heul ar c'hrogadoù en devoa kemeret perzh enne :
Kemeret en devoa perzh en un dalc'h hepken :