| |||
---|---|---|---|
Hoc'hig-mor Walker
| |||
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Mollusca | ||
Kevrennad : | Gastropoda | ||
Urzhad : | Littorinimorpha | ||
Kerentiad : | Cypraeidae | ||
Genad : | Contradusta | ||
Anv skiantel | |||
Contradusta walkeri (G. B. Sowerby I,1832) | |||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Contradusta walkeri a zo unan eus an tri spesad a vez renket er genad Contradusta e kerentiad an hoc'higed-mor hervez Word Register of Marine species WoRMS[1]. Ur spesad kregin boutin a-walc'h betek ral a-walc'h a vev eus ar Meurvor Indez da Norzh Aostralia, betek Reter Meurvor Habask, an aliesañ etre 5 ha 25 m donder war hag etre korail bev ha dindan mein, pe tostoc'h eus an aod bev e lec'hioù fankeg diouzh an isspesadoù.
Diskrivet eo bet ar spesad gant Sowerby e 1832 dindan an anv genad Cypraea[2],[3].
Roet eo bet an anv spesad en enor d'an Ao.Walker, dastumer perc'henn ar grogenn diskrivet.
Heñvelsterioù a zo hervez an diskriverien evit ar spesad-se daoust d'an anv Contradusta walkeri bezañ implijet un tamm muioc'h eget ar re all:
Tri isspesad a zo bet diskrivet :
Kregin brav ha boutin a-walc'h betek ral a-walc'h a vez kavet an aliesañ etre 5 ha 25 m donder war hag etre koural bev ha dindan mein, pe tostoc'h eus an aod bev dindan mein e lec'hioù fankeg diouzh an isspesadoù an hini eo.
Mentoù boutin ar c'hregin etre-se a zo etre 19 mm ha 32 mm hirder, met e c'hell bezañ kavet hiniennoù korrig betek 12 mm pe ramz, betek 39 mm.
Contradusta bregeriana, Contradusta lapillus, daou spesad gant livioù damheñvel.
Lec'h bevañ ar spesad a zo eus ar Meurvor Indez da Norzh Aostralia, betek Reter Meurvor Habask.