Ar c'hornad-frouezh , pe cornucopia en latin, a oa arouez ar binvidigezh, ar frouzhusted, ar founnusted, hag ar chañs, e mojennoù kozh Hellaz ha Roma. Hervez mojennoù Hellaz e oa dalc'het gant Pluton, doue ar marv. Hervez ur vojenn roman e oa etre daouarn Abundantia.