Cribrarula cribraria a zo unan eus an daouzek spesad a vez renket er genad Cribrarula e kerentiad an hoc'higed-mor hervez Word Register of Marine species WoRMS[1]. Ur spesad kregin boutin a-walc'h betek divoutin diouzh an isspesadoù a vev er Meurvor Indez hag er Meurvor Habask an hini eo.
Diskrivet eo bet ar spesad gant Linnaeus e 1758 dindan an anv genad Cypraea[2],[3].
Heñvelsterioù a zo hervez an diskriverien evit ar spesad-se daoust d'an anv Cribrarula cribraria bezañ implijet un tamm muioc'h eget ar re all:
- Cribraria cribraria (Linnaeus, 1758) anv aet da get.
- Cypraea cribraria (Linnaeus, 1758) hervez ar re a renk an holl spesadoù Cypraeidae er spesad nemetañ Cypraea.
- Nivigena melwardi Iredale, 1930 anv aet da get.
- Cribrarula cribraria cribraria (Linnaeus, 1758) anv an isspesad tip.
Meur a isspesad a zo bet diskrivet diouzh al lec'h ma vevont ha nebeut variadennigoù stumm pe liv :
- Cribrarula cribraria abaliena Lorenz, 1989 a vev e kichen Zanzibar.
- Cribrarula cribraria australiensis Lorenz, 2002 a vev e gwalarn Aostralia.
- Cribrarula cribraria comma (Perry, 1811) a vev e Meurvor Indez ar c'hornog.
- Cribrarula cribraria ganteri Lorenz, 1997 a vev e kichen ar Sri Lanka
- Cribrarula cribraria gaspardi Biraghi & Nicolay, 1993 a vez e kichen Kwajalein en inizi Marshall e Meurvor Habask
- Cribrarula cribraria melwardi (Iredale, 1930) a vev e reter Aostralia.
- Cribrarula cribraria cribraria (Linnaeus, 1758) a vev eus Meurvor Indez ar c'hreiz betek Meurvor Habask
hag ur stumm
- Cribrarula cribraria f. zadela Iredale, 1939 Stumm a vev en Aostralia, Melanezia betek Japan o vezañ studiet a-raok bezañ kadarnaet.
Kregin boutin a-walc'h betek divoutin diouzh an isspesadoù a vez kavet an aliesañ war an aod bev betek 20 m donder war an aod kouralek.
Mentoù boutin ar c'hregin etre-se a zo etre 18 mm ha 31mm hirder, met e c'hell bezañ kavet hiniennoù korrig betek 10 mm pe ramz betek 45 mm.
Spesadoù all ar genad Cribrarula gant livioù damheñvel ha dreist-holl Cribrarula esontropia
Lec'h bevañ ar spesad a zo er Meurvor Indez hag er Meurvor Habask.
Ar spesad a zo bet skeudennet meur a wech ha gant meur a vro war dtimbroù dindan e anvioù disheñvel.
- Kaledonia Nevez (Nouvelle-Calédonie et dépendances) 1970, talvoudegezh 10 F
- Tungaru ha Tuvalu, Gilbert & Ellice Islands 1975, talvoudegezh 10 c
- Djibouti, république de Djibouti 1980, talvoudegezh 15 F
- Inizi Salomon, Solomon Islands 1990, talvoudegezh 35 c
- Maldivez, Maldives 1993, talvoudegezh Rf5
- Inizi Salomon, Solomon Islands 2002, talvoudegezh $1.00
- Kiribati 2003, talvoudegezh 75 c
- Samoa 2006, talvoudegezh $ 1.60
- Maldivez, Maldives 2013, talvoudegezh Rf22
- ↑ Lec'hienn WoRMS Word Register of Marine species, bet sellet outi d'ar 21 a viz Meurzh 2015, http://www.marinespecies.org/aphia.php?p=taxdetails&id=391592(en)
- ↑ Lec'hienn WoRMS Word Register of Marines species, bet sellet outi d'ar 22 a viz Meurzh 2015,http://www.marinespecies.org/aphia.php?p=taxdetails&id=396627(en)
- ↑ Lorenz Felix & Hubert Alex, A guide to worldwide cowries, 2000, ti-embann Conchbooks, 2nd edition revised and enlarged, 584p, ISBN 3-925919-25-2 (en)