| |||
---|---|---|---|
Hoc'hig-mor esontropia
| |||
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Mollusca | ||
Kevrennad : | Gastropoda | ||
Urzhad : | Littorinimorpha | ||
Kerentiad : | Cypraeidae | ||
Genad : | Cribrarula | ||
Anv skiantel | |||
Cribrarula esontropia (Duclos,1833) | |||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Cribrarula esontropia a zo unan eus an daouzek spesad a vez renket er genad Cribrarula e kerentiad an hoc'higed-mor hervez Word Register of Marine species WoRMS[1]. Ur spesad kregin ral a-walc'h a vev er Meurvor Indez en inizi Maskaregnez betek Madagaskar an hini eo.
Diskrivet eo bet ar spesad gant Duclos e 1833 dindan an anv genad Cypraea[2],[3].
Heñvelsterioù a zo hervez an diskriverien evit ar spesad-se daoust d'an anv Cribrarula esontropia bezañ implijet un tamm muioc'h eget ar re all:
Tri isspesad a zo bet diskrivet diouzh al lec'h ma vevont ha nebeut variadennigoù stumm pe liv :
Kregin ral a-walc'h a vez kavet an aliesañ etre 20 m ha 40 m donder gant splujerien dindan reier ha koural.
Mentoù boutin ar c'hregin etre-se a zo etre 13 mm ha 25 mm hirder, met e c'hell bezañ kavet hiniennoù korrig betek 10mm pe ramz betek 32 mm.
Spesadoù all ar genad Cribrarula gant livioù damheñvel ha dreist-holl Cribrarula cribraria
Lec'h bevañ ar spesad a zo er Meurvor Indez en inizi Maskaregnez betek Madagaskar .