| |||
---|---|---|---|
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Mollusca | ||
Kevrennad : | Gastropoda | ||
Urzhad : | Littorinimorpha | ||
Kerentiad : | Cypraeidae | ||
Genad : | Cribrarula | ||
Anv skiantel | |||
Cribrarula exmouthensis (Melvill,1888) | |||
D'ar vevoniezh![]() ![]() ![]() e tenn ar pennad-mañ. |
Cribrarula exmouthensis a zo unan eus an daouzek spesad a vez renket er genad Cribrarula e kerentiad an hoc'higed-mor hervez Word Register of Marine species WoRMS[1]. Ur spesad kregin divoutin a vev e Gwalarn Aostralia er Meurvor Habask an hini eo.
Diskrivet eo bet ar spesad gant Melvill e 1888 dindan an anv genad Cypraea hag hini ar spesad Cypraea cribraria var. Exmouthensis[2],[3].
Dont a ra anv ar spesad exmouthensis eus hini Golf Exmouth en Aostralia ar C'hornôg.
Heñvelsterioù a zo hervez an diskriverien evit ar spesad-se daoust d'an anv Cribrarula exmouthensis bezañ implijet un tamm muioc'h eget ar re all:
Pevar isspesad a zo bet diskrivet diouzh al lec'h ma vevont ha nebeut variadennigoù stumm pe liv :
Kregin divoutin a vez kavet war an aod vev betek muioc'h eget 100 m donder an hini eo.
Mentoù boutin ar c'hregin etre-se a zo etre 20 mm ha 31 mm hirder, met e c'hell bezañ kavet hiniennoù korrig betek 14 mm pe ramz betek 42 mm.
Spesadoù all ar genad Cribrarula gant livioù damheñvel ha dreist-holl Cribrarula cribraria .
Lec'h bevañ ar spesad a zo e Gwalarn Aostralia er Meurvor Habask .