| |||
---|---|---|---|
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Mollusca | ||
Kevrennad : | Gastropoda | ||
Urzhad : | Littorinimorpha | ||
Kerentiad : | Cypraeidae | ||
Genad : | Cribrarula | ||
Anv skiantel | |||
Cribrarula gravida Moretzsohn, 2002 | |||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Cribrarula gravida a zo unan eus an daouzek spesad a vez renket er genad Cribrarula e kerentiad an hoc'higed-mor hervez Word Register of Marine species WoRMS[1]. Ur spesad kregin ral ha nevez diskrivet a vev e gevred Aostralia er Meurvor Habask an hini eo.
Diskrivet eo bet ar spesad gant Moretzsohn e 2002 dindan an anv genad Cribrarula hag hini ar spesad Cribrarula gravida[2].
Talvezout a ra anv latin ar spesad gravida an hini o tougen.
Heñvelsterioù a zo hervez an diskriverien evit ar spesad-se daoust d'an anv Cribrarula gravida bezañ implijet un tamm muioc'h eget ar re all:
N'eus isspesad ebet a zo bet diskrivet evit ar poent.
Kregin ral ha nevez diskrivet an hini eo.
Mentoù boutin ar c'hregin etre-se a zo 35 mm hirder.
Spesadoù all ar genad Cribrarula gant livioù damheñvel.
Lec'h bevañ ar spesad a zo e gevred Aostralia en Sukembre-Nevez (New South Wales) er Meurvor Habask .