| |||
---|---|---|---|
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Mollusca | ||
Kevrennad : | Gastropoda | ||
Urzhad : | Littorinimorpha | ||
Kerentiad : | Cypraeidae | ||
Genad : | Cribrarula | ||
Anv skiantel | |||
Cribrarula pellisserpentis Lorenz ,1999 | |||
D'ar vevoniezh![]() ![]() ![]() e tenn ar pennad-mañ. |
Cribrarula pellisserpentis a zo unan eus an daouzek spesad a vez renket er genad Cribrarula e kerentiad an hoc'higed-mor hervez Word Register of Marine species WoRMS[1]. Ur spesad kregin ral ha nevez diskrivet a vev e Madagaskar er Meurvor Indez an hini eo.
Diskrivet eo bet ar spesad gant Lorenz e 1999 dindan an anv genad Cribrarula hag hini ar spesad Cribrarula pellisserpentis[2],[3].
Talvezout a ra anv latin ar spesad pellisserpentis kroc'hen naer.
Heñvelsterioù a zo hervez an diskriverien evit ar spesad-se daoust d'an anv Cribrarula pellisserpentis bezañ implijet un tamm muioc'h eget ar re all:
N'eus isspesad ebet a zo bet diskrivet evit ar poent.
Kregin ral ha nevez diskrivet a vez kavet dindan reier hag e-barzh frailhoù adalek live an izel mor en dour fankek an hini eo.
Mentoù boutin ar c'hregin bihan-se a zo etre 16 mm ha 25 mm hirder, met e c'hell bezañ kavet hiniennoù korrig betek 14 mm pe ramz betek 27 mm.
Spesadoù all ar genad Cribrarula gant livioù damheñvel ha dreist-holl Cribrarula esontropia ha Cribrarula cribraria comma .
Lec'h bevañ ar spesad a zo e Madagaskar er Meurvor Indez .