| |||
---|---|---|---|
Hoc'hig-mor Port Alfred
| |||
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Mollusca | ||
Kevrennad : | Gastropoda | ||
Urzhad : | Littorinimorpha | ||
Kerentiad : | Cypraeidae | ||
Genad : | Cypraeovula | ||
Anv skiantel | |||
Cypraeovula alfredensis (Schilder & Schilder,1929) | |||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Cypraeovula alfredensis a zo unan eus an seitek spesad a vez renket er genad Cypraeovula e kerentiad an hoc'higed-mor hervez Word Register of Marine species WoRMS[1]. Ur spesad kregin ral a-walc'h a vev e gevred Suafrika an hini eo.
Diskrivet eo bet ar spesad gant Franz Alfred Schilder & Maria Schilder e 1929 dindan an anv genad Luponia hag hini ar spesad Luponia edentula alfredensis[2],[3].
Dont a ra anv ar spesad alfredensis eus Port Alfred ur barre e gevred Suafrika.
Heñvelsterioù a zo hervez an diskriverien evit ar spesad-se daoust d'an anv Cypraeovula alfredensis bezañ implijet un tamm muioc'h eget ar re all:
Daou isspesad a zo bet diskrivet diouzh al lec'h ma vevont ha nebeut variadennigoù stumm pe liv :
Kregin ral a-walc'h a vez kavet gant splujerien dindan reier etre 5 m ha 55 m donder. Ral a-walc'h e vez draget eus donderioù brasoc'h. Kavet e vez kregin goullo kaset war an aod (beached) alies a-walc'h.
Mentoù boutin ar c'hregin etre-se a zo etre 21 mm ha 27 mm hirder, met e c'hell bezañ kavet hiniennoù korrig betek 18 mm pe ramz betek 32 mm.
Spesadoù all ar genad Cypraeovula ha dreist-holl Cypraeovula edentula ha Cypraeovula mikeharti
Lec'h bevañ ar spesad a zo e gevred Suafrika .