| |||
---|---|---|---|
![]() Hoc'hig-mor Bae Algoa
| |||
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Mollusca | ||
Kevrennad : | Gastropoda | ||
Urzhad : | Littorinimorpha | ||
Kerentiad : | Cypraeidae | ||
Genad : | Cypraeovula | ||
Anv skiantel | |||
Cypraeovula algoensis (Gray,1825) | |||
D'ar vevoniezh![]() ![]() ![]() e tenn ar pennad-mañ. |
Cypraeovula algoensis a zo unan eus ar seitek spesad a vez renket er genad Cypraeovula e kerentiad an hoc'higed-mor hervez Word Register of Marine species WoRMS[1]. Ur spesad kregin ral a-walc'h a vev e gevred Suafrika an hini eo.
Diskrivet eo bet ar spesad gant Gray e 1825 dindan an anv genad Cypraea hag hini ar spesad Cypraea algoensis[2],[3].
Dont a ra anv ar spesad algoensis eus Algoa Bay e mervent Suafrika.
Heñvelsterioù a zo hervez an diskriverien evit ar spesad-se daoust d'an anv Cypraeovula algoensis bezañ implijet un tamm muioc'h eget ar re all:
Tri isspesad a zo bet diskrivet diouzh al lec'h ma vevont ha nebeut variadennigoù stumm pe liv :
Kregin boutin a-walc'h betek ral-tre diouzh an isspesadoù a vez kavet war mogerioù reier, e-pad an deiz etre 25 ha 50 m donder. An isspesad ral-tre permarginata a vez kavet donoc'h e toulloù-trop legestr etre 100 ha 400 m donder.
Mentoù boutin ar c'hregin etre-se a zo etre 19 mm ha 27 mm hirder, met e c'hell bezañ kavet hiniennoù korrig betek 17 mm pe ramz betek 33 mm.
Spesadoù all ar genad Cypraeovula ha dreist-holl Cypraeovula edentula, Cypraeovula connelli ha Cypraeovula mikeharti hag ivez Notocypraea comptonii
Lec'h bevañ ar spesad a zo e su ha mervent Suafrika .