| |||
---|---|---|---|
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Mollusca | ||
Kevrennad : | Gastropoda | ||
Urzhad : | Littorinimorpha | ||
Kerentiad : | Cypraeidae | ||
Genad : | Cypraeovula | ||
Anv skiantel | |||
Cypraeovula amphithales (Melvill,1888) | |||
D'ar vevoniezh![]() ![]() ![]() e tenn ar pennad-mañ. |
Cypraeovula amphithales a zo unan eus ar seitek spesad a vez renket er genad Cypraeovula e kerentiad an hoc'higed-mor hervez Word Register of Marine species WoRMS[1]. Ur spesad kregin ral a vev e gevred Suafrika an hini eo.
Diskrivet eo bet ar spesad gant Melvill e 1888 dindan an anv genad Cypraea hag hini ar spesad Cypraea amphithales[2],[3].
Heñvelsterioù a zo hervez an diskriverien evit ar spesad-se daoust d'an anv Cypraeovula amphithales bezañ implijet un tamm muioc'h eget ar re all:
N'eus isspesad ebet a zo bet diskrivet evit ar poent.
Kregin ral a vez kavet bev dindan mein e-touesk spouennoù mor etre 8 m ha 15 m donder. Ral eo bet kavet didan stomog pesked e donderioù brasoc'h. Kavet e vez alies a-walc'h marv war an aod (beached).
Mentoù boutin ar c'hregin etre-se a zo etre 25 mm ha 30 mm hirder, met e c'hell bezañ kavet hiniennoù korrig betek 20 mm pe ramz betek 33 mm.
Spesadoù all ar genad Cypraeovula ha dreist-holl Cypraeovula edentula, Cypraeovula capensis .
Lec'h bevañ ar spesad a zo e gevred Suafrika etre Port Elizabeth ha East London.