| |||
---|---|---|---|
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Mollusca | ||
Kevrennad : | Gastropoda | ||
Urzhad : | Littorinimorpha | ||
Kerentiad : | Cypraeidae | ||
Genad : | Cypraeovula | ||
Anv skiantel | |||
Cypraeovula capensis (Gray,1828) | |||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Cypraeovula capensis a zo unan eus ar seitek spesad a vez renket er genad Cypraeovula e kerentiad an hoc'higed-mor hervez Word Register of Marine species WoRMS[1]. Ur spesad kregin boutin a-walc'h betek ral a vev e gevred Suafrika an hini eo.
Diskrivet eo bet ar spesad gant Gray e 1828 dindan an anv genad Cypraea hag hini ar spesad Cypraea capensis[2],[3].
Dont a ra anv ar spesad capensis eus Beg an engortoz (Cape of Good Hope) e gevred Suafrika.
Heñvelsterioù a zo hervez an diskriverien evit ar spesad-se daoust d'an anv Cypraeovula capensis bezañ implijet un tamm muioc'h eget ar re all:
Pevar isspesad a zo bet diskrivet diouzh al lec'h ma vevont ha nebeut variadennigoù stumm pe liv :
Kregin boutin a-walc'h betek ral diouzh an isspesadoù a vez kavet bev dindan mein ha spoue e tachennoù traezh etre 8 ha 25 m donder. Ral e vez draget anezho eus 150 betek 450 m donder.
Mentoù boutin ar c'hregin etre-se a zo etre 26 mm ha 32 mm hirder, met e c'hell bezañ kavet hiniennoù korrig betek 19 mm pe ramz betek 38 mm.
Spesadoù all ar genad Cypraeovula ha dreist-holl Cypraeovula edentula ha Cypraeovula amphithales
Lec'h bevañ ar spesad a zo e gevred Suafrika .