| |||
---|---|---|---|
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Mollusca | ||
Kevrennad : | Gastropoda | ||
Urzhad : | Littorinimorpha | ||
Kerentiad : | Cypraeidae | ||
Genad : | Cypraeovula | ||
Anv skiantel | |||
Cypraeovula castanea (Higgins,1868) | |||
D'ar vevoniezh![]() ![]() ![]() e tenn ar pennad-mañ. |
Cypraeovula castanea a zo unan eus ar seitek spesad a vez renket er genad Cypraeovula e kerentiad an hoc'higed-mor hervez Word Register of Marine species WoRMS[1]. Ur spesad kregin ral-tre a vev e su Suafrika an hini eo.
Diskrivet eo bet ar spesad gant Higgins e 1868 dindan an anv genad Lupinia hag hini ar spesad Luponia castanea[2],[3].
Dont a ra anv ar spesad castanea eus al latin hag e talv kistin.
Heñvelsterioù a zo hervez an diskriverien evit ar spesad-se daoust d'an anv Cypraeovula castanea bezañ implijet un tamm muioc'h eget ar re all:
Tri isspesad a zo bet diskrivet diouzh al lec'h ma vevont ha nebeut variadennigoù stumm pe liv :
Kregin ral-tre e kondisionoù mat a vez kavet e-touesk koural blod hag atredoù eus 45 ha 65 m donder.Draget ivez eus 150 betek 250 m donder.
Mentoù boutin ar c'hregin etre-se a zo etre 34 mm ha 42 mm hirder, met e c'hell bezañ kavet hiniennoù korrig betek 28 mm pe ramz betek 48 mm.
Spesadoù all ar genad Cypraeovula ha dreist-holl Cypraeovula fuscorubra, Cypraeovula iutsui.
Lec'h bevañ ar spesad a zo e su Suafrika .