Dalmatia a oa ur broviñs roman gozh. En em ledañ a rae kalz pelloc'h eget Dalmatia evel m'emañ bremañ, betek douaroù zo bremañ e Bosnia, Serbia ha Montenegro.
Er bloavezh 167 kent J.K. e voe aloubet ar vro gant armeoù Roma. Er bloavezh 8 kent J.K. e teuas da vezañ ur broviñs roman, dindan ren an impalaer Aogust. Salonae e oa kêr-benn ar broviñs, war ribl Mor Adria (Solin hiziv).