Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Socialist Federal Republic of Yugoslavia, Kingdom of Yugoslavia |
Anv-bihan | Danilo |
Anv-familh | Kiš |
Deiziad ganedigezh | 22 C'hwe 1935 |
Lec'h ganedigezh | Subotica |
Deiziad ar marv | 15 Her 1989 |
Lec'h ar marv | 10th arrondissement of Paris |
Doare mervel | abeg naturel |
Abeg ar marv | krign-bev ar skevent |
Lec'h douaridigezh | Alley of Distinguished Citizens |
Pried | Mirjana Miočinović |
Yezhoù komzet pe skrivet | serbeg, hungareg, galleg, rusianeg |
Micher | barzh, romanter, senarioour(ez) |
Implijer | University of Lille, University of Strasbourg |
Bet war ar studi e | University of Belgrade Faculty of Philology |
Lec'h annez | Subotica |
Lec'h labour | Pariz, Lille, Strossburi |
Deroù ar prantad labour | 1962 |
Ezel eus | Serbian Academy of Sciences and Arts |
Prizioù resevet | NIN Prize, Andrić prize, Chevalier des Arts et des Lettres, Preis der SWR-Bestenliste |
Lec'hienn ofisiel | http://www.kis.org.rs/ |
Oberennoù zo en dastumad | Danilo Kiš Collection, The documents of Cultural Forum and Counter-Forum Budapest 1985 |
Statud e wirioù aozer | Oberennoù dezhe gwirioù aozer |
Documentation files at | SAPA Foundation, Swiss Archive of the Performing Arts |
Danilo Kiš (Subotica, 22 C'hwevrer 1935 – Pariz, 15 Here 1989) a oa ur skrivagner serb eus Yougoslavia.
Ganet e voe e Subotica, ur gêr eus Voivodina, e Yougoslavia en amzer-se, mab da Eduard Kiš, ur yuzev hungareger, ha Milica Dragićević, eus Montenegro. E-pad an Eil Brezel-bed e kollas e dad hag ul lodenn vras eus e familh, marvet e kampoù-bac'h nazi.
Studiañ a reas al lennegezh e Skol-veur Beograd. E 1962 e voe embannet e zaou romant kentañ, Mansarda: satirična poema, ha Psalm 44. Er bloavezhioù war-lerc'h e c'hounezas meur a briz lennegel, koulz e Yougoslavia hag en estrenvro, gant e skridoù komz-plaen hag e varzhonegoù. Un darn vras eus e vuhez a dremenas e Bro-C'hall, e Strasbourg hag e Pariz, e-lec'h ma kelennas serbeg-ha-kroateg, ha ma troas barzhonegoù hungarek ha rusianek e galleg hag barzhonegoù skrivagnerien c'hall evel Charles Baudelaire pe Paul Verlaine e serbeg-ha-kroateg.
Kinniget e voe e anv evit Priz Nobel al Lennegezh e 1989, met mervel a reas gant ur c'hrign-bev eus ar skevent e miz Here er bloavezh-se.