Day-O (The Banana Boat Song)

Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Day-O (The Banana Boat Song) zo ur mento hengounel eus Jamaika, ur ganaouenn-labour hag a gont istor dokerien porzh Kingston o c'hortoz an tarzh-deiz evit ma'z echuo un nozvezhiad labour o tougen blokadoù bananez d'ar bigi.

Enrollet e voe evit ar wech kentañ gant Edric Connor and The Caribbeans en albom Songs From Jamaica hag embannet gant Argo Records e 1952, Day Dah Light titl ar ganaouenn d'an ampoent.

E 1954 e voe enrollet un doare all gant Louise Bennett (anavezet evel Miss Lou ivez) hag embannet en hec'h albom Jamaican Folk Songs sung by Louise Bennett, Day Dah Light an titl anezhañ ivez.

E 1955 e voe azasaet Day-O gant Irving Burgie (anavezetoc'h evel Lord Burgess) ha William Attaway : kanet gant Harry Belafonte ez eo chomet brudetañ doare anezhi betek-hen.

Un tamm sklêrijenn a voe taolet war ar ganaouenn e 1988 pa voe-hi implijet, en un doare fentus, gant Tim Burton en e film Beetlejuice.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]