Delfi (Δελφοί, Delphoi e gregach) a zo war un dro ur gêr en Hellaz kozh, e Fokis, hag ur gêr a-vremañ e-kichen an hini gozh.
Ur gêr-benn relijiel e oa ma veze enoret an doue Apollon en ur santual ma veze ar Pitia o lavarout orakloù an doue. Ar santual a oa anezhañ un toullad savadurioù er-maez eus ar geoded, pe polis. Eno e veze lidoù relijiel.
Dont a ra an anv Δελφοί (Delphoí), ul liester anezhañ, eus ar ger kozh δελφίς 'delphís: hervez barzhonegoù Homeros e vije en em droet an doue Apollon e delfin evit sachañ martoloded eus Kreta da enoriñ anezhañ el lec'h-mañ, dibabet gantañ.
Roud zo eus tud en tolead abaoe Nevezoadvezh ar Maen. El lec'h m'emañ ar santual ez eus bet kavet un tamm kêriadenn eus war-dro 1400 kent JK.
Pythô (Πυθώ, οῦς (ἡ) ha Πυθών, ῶνος (ἡ) e gregach) e oa anv al lec'h en Ilias (II, 519 ha IX, 405) hag en Odysseia (VIII, 80), hag a voe dilezet entre an XIvet kantved kent JK hag an VIIIvet kantved kent JK. Diwar neuze eo moarvat e vleunias ar santual, gant savidigezh an aoter kentañ, an templ kentañ.
Etre kreiz an VIIIvet kantved ha kreiz ar VIIvet kantved eo e savas brud Apollon Pitia : eñ a zo mestr war an trevadenniñ a vez kaset da benn en amzer-se.
War a greder e voe distrujet an templ gant ur c'hren-douar e 373 kent JK, met ne voe ket re vras an droug deuet diwar un diruilh-douar.
Koll pouez hag emrenerezh politikel a reas tamm-ha-tamm adalek ar IVvet kantved ha gouzañv a reas diwar ar mesk hag ar reuz o ren er vro .
E 279 kent JK e voe preizhataet santual Delfi gant armeoù ar Gelted renet gant Akic'horios ha Brennos.
En 392 e voe lakaet berz war ar c'hehelerezh pagan en impalaeriezh roman gant Embann Theodosius ha setu neuze fin ofisiel azeulerezh an Apollon Pitia. Ur gêr gristen a voe savet neuze er santual (ilizoù, kenkizoù bras) hag a eas da get war-dro ar VIIvet pe VIIIvet kantved. Dilezet e voe al lec'h ha goloet ar rivinoù tammig ha tammig.
Er XVvet kantved e voe gweladennet Delfi gant an hendraour italian Ciriaco de' Pizzicolli (1390 - 1452), lesanvet tad an hendraouriezh.
Gant Apollon e-unan e vije bet savet santual Delfi war-lerc'h hini Delos. Da neuze e oa diwallet ar santual gant un naer anvet « Piton », mab d'an doueez Gaia (an Douar) a ziwalle un orakl gouestlet d'an doueez Temis. Apollon en devoa c'hoant da sevel un orakl da heñchañ an dud a lazhas Piton gant e wareg hag a lakaas e anv war an orakl. Evit lakaat e veleien da zont e tiheñchas ul lestr eus Kreta.
Gant ar vojenn-se a ra eus Apollon un alouber ha saver trevadenn e c'haller kompren perak eo eñ a oa bet lakaet da baeron d'an travadennerezh hellazat hag e voe skignet ar c'hehelerezh anezhañ en trevadennoù.
Er marevezh kristen e voe brudet ar Pitia evel ur vaouez tapet gant an diaoul pe an aerouant (Jean Chrysostome) a deue e korf an diouganerez adalek deun an douar ma veze lakaet an trebez .
Delfi a oa kreiz ar bed hervez mojennoù Hellaz kozh. An « omphalos » ( « ar begel ») a oa ur maen pikernek, lakaet war eeun en adyton, paket en danvez ha daou erer en aour a-us dezhi. Hervez ar mojennoù e oa bet Zeus o lakaat daou erer da nijal kuit, pep hini a bep tu da gelc'h an douar, hagen em gavet e oa an daou evn-preizh e-kreiz an douar.
Orakl ebet ne oa pa n'edo ket Apollon en e santual ha gortozet e veze e zistro gant e feizidi. Neuze e veze aozet an tremen gant ar veleien hervez un urzh dibabet gante, profoù a veze graet d'an doue, ar veleien a daole takennoù dour war ur c'havr ha ma ne grene ket e veze kollet e dro gantar pirc'hirin kaezh.
E-kerz ar goañv e veze kontet ez ae Aopollon kuit eus Delfi da en em c'hlanaat da [Hyperborea]], ha Dionysos an hini a gemere e lec'h.
Pausanias ar Beajour a ra anv eus c'hwec'h templ dediet d'an doue Apollon a oa bet a-hed ar bloavezhioù : an hini kentañ a vefe bet ul lochenn lore, an eil savet gant gwenan ar Menez Parnassos en koar ha pluñv evned ar vro, an trede gant Hefaistos en arem.
3,511 a dud a oa o chom eno e 2001.
| ||