| |||
---|---|---|---|
| |||
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Chordata | ||
Kevrennad : | Aves | ||
Urzhad : | Coraciiformes | ||
Kerentiad : | Alcedinidae | ||
Genad : | Halcyon | ||
Anv skiantel | |||
Halcyon smyrnensis (Linnaeus, 1758) | |||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
An diredig jave gwenn (liester : dirediged jave gwenn)[1] a zo ur spesad evned, livioù flamm dezhañ, Halcyon smyrnensis an anv skiantel anezhañ.
Anvet e voe Alcedo smyrnensis (kentanv) da gentañ-penn (e 1758)[2] gant an naturour svedat Carl von Linné (1707-1778). Anv kozh kêr İzmir (Anatolia, Turkia) — Smirn — a c'haller anavezout en anv skiantel.
Bevañ a ra diwar breizhoù a bep seurt : amprevaned, buzhug, kresteneged bras, krignerien, naered, pesked, raned, ha laboused bihan zoken.
Ar spesad a gaver ar c'hwech isspesad[3] anezhañ :