Don't Let It Bring You Down[1] a zo ur ganaouenn saoznek savet gant ar c'haner-sonaozer Neil Young (1945-).
2:56 he fadelezh ez eo lod eus After the Gold Rush, trivet albom an arzour kanadian, a oa bet enrollet e 1969-70 e Stadoù-Unanet Amerika hag embannet e miz Gwengolo 1970.
He selaou a c'haller ivez war an albom 4 Way Street enrollet en hañv 1971 war al leurenn gant ar strollad Crosby, Stills, Nash & Young e New York, Chicago ha Los Angeles. Daou albom all gant Youg — Live at Massey Hall 1971 (embannet e miz Meurzh 2007[2]) ha Live at the Cellar Door (embannet e miz Kerzu 2013[3]) — a gaver Don't Let It Bring You Down warne ivez.
Adkanet e oa bet e 1994 en un doare ouzhpenn fromus gant ar ganerez-sonaozerez skosat Annie Lennox[4] (1954-) : he dibab a reas ar filmaozer saoz Sam Mendes (1965-) da vezañ e-touez ar c'hanaouennoù a glever a-hed e film American Beauty (1999).