Dreistbeliouriezh

An dreistbeliouriezh (supremacism e saozneg) zo un ideologiezh a embann dreistelezh ha mestroniezh ur rumm tud war ar re all.

Rumm an dud a embann o dreistelezh a c'hall bezañ termenet dre liv o c'hroc'hen, o reizh, ur renkad, ur sevenadur, o yezh, o relijion, pe kredennoù all.

En amzer an trevadennerezh e veze graet anv eus ar mission civilisatrice de la France e galleg, hag eus The White Man’s Burden e saozneg, da lavaras Rudyard Kipling.

Kantvedoù a drevadennerezh en Amerika, Afrika, Aostralia, Okeania hag Azia zo bet reizhabeget gant skridoù savet da vrudañ an dreistbeliouriezh.

An istorour skosat Thomas Carlyle (1795-1881), a zo brudet e oberenn The French Revolution: A History diwar-benn an Dispac'h gall hag a awenas Charles Dickens pa skrivas e romant A Tale of Two Cities[1], a skrivas e oa graet an trevadenniñ gant Europiz evit "mad ar pobloù a sevenadur izeloc'h"[2].

  1. (en) Marcus, David D. (1976) : The Carlylean Vision of 'Tales of Two Cities' , in : Studies in the Novel 8 (1), pp. 56–68.
  2. 'The Carlyle-Mill "Negro Question" Debate'. Kavet : 13 Meu 23.