Emgann Marengo

Buonaparte en emgann Marengo.

Emgann Marengo a c'hoarvezas d'ar 14 a viz Even 1800 e Piemonte, en Italia, e-tal Spinetta Marengo, nepell diouzh kêr Alessandria hag eno e voe trec'h ar jeneral gall Napoleone Buonaparte, Kentañ Konsul, war arme an Impalaeriezh Santel, renet gant ar baron Michael Friedrich Benedikt von Melas.

Da gentañ e rankas bagadoù ar jeneraled gall Victor ha Jean Lannes souzañ dirak an arme aostrian. Diwezhatoc'h e tegouezhas bagadoù Buonaparte d'o sikour. D'abardaez e teuas soudarded war varc'h da greñvaat ar C'hallaoued a oa o vont da goll.

Goude o faezhadenn e vo marc'hataet gant an Aostrianed fin brezel Italia.