Father Ted a zo un heuliadenn-skinwel, ur sitcom anezhi, krouet gant Hat Trick Productions evit ar chadenn saoz Channel 4 ha skrivet gant Arthur Mathews ha Graham Linehan. Skignet e voe tri rummad hag ur filmig ispisial adalek ar 21añ a viz Ebrel 1995 betek ar 1añ a viz Mae 1998. An dudenn bennañ, ar beleg katolik iwerzhonat Father Ted Crilly, a oa c'hoariet gant Dermot Morgan. Lec'hiet e oa an heuliadenn en enezenn ijinet Craggy Island e kornôg Iwerzhon. Taolenniñ a ra ar filmoù buhez Ted hag a vignoned beleien, Father Dougal McGuire (Ardal O'Hanlon) ha Father Jack Hackett (Frank Kelly), harluet en enezenn, hag a chom asambls e ti ar barrez, gant ar bevare dudenn, karabasenn Doyle (Pauline McLynn).
25 film a zo en heuliadenn. 6 film a zo er rummad kentañ, 10 en eil rummad. Ur film ispisial da geñver Nedeleg a zo war-lerc'h, A Christmassy Ted, ha goude-se un trede rummad, 8 film ennañ. Mervel a reas Dermot Morgan dic'hortoz-kaer d'an 28 a viz C'hwevrer 1998 d'an oad a 45 bloaz, un deiz goude ma oa echu filmañ ar film diwezhañ. N'eus bet graet film all ebet, ha disklêriet o deus ar skrivagnerien e oa an trede rummad da vezañ an hini diwezhañ, zoken a-raok marv Morgan.
- Tad Ted Crilly : A-orin eus Wexford eo. Kaset e oa bet an Tad Ted d'an enezenn Craggy Island da vezañ kastizet da heul « afer Lourdes », m'en doa bogodet arc'hant hag e oa aet da Las Vegas, e-lec'h Lourdes gant ur paotr yaouank. C'hoant bras en deus da vezañ anavezet, pinvidik hag enoret.
- Tad Dougal McGuire : ur genaoueg eo hemañ. Kaset e oa bet d'an enezenn Craggy Island da heul « darvoud Blackrock ». Ur c'hrennard diwezhat eo, bresk e eñvor, ha n'emañ ket en e vleud pa vez maouezed war-dro dezhañ, nemet ha leanezed e vefent. Damgredour eo, a-wezhioù e c'hell bezañ lemm e spered.
- Tad Jack Hackett : goude bezañ redet e reuz evel kelenner en Iliz katolik, gant meur a zroukskouer, e oa bet kaset Jack da gCraggy Island abalamour d'ar pezh a oa tremenet e-pad un eured bet lidet gantañ en Athalong. Daoust dezhañ bezañ kozh a-walc'h, ne soñj Jack nemet er plac'hed hag er boeson. Diaes e ez dezhañ klevet abalamour d'ar goar a ziwan en e skouarnioù, hag a vez implijet da sevel pennoù gouloù.
- An Itron Doyle : karabasenn eo e ti-parrez Craggy Island, ober a ra war-dro pep tra en tiegezh : fardañ ar predoù, an te, kempenn, chom war vezh e-pad an noz... Penn-kalet eo, ganti ne ya den hep kemer un tasad te pe ul lipaj bennak.
- Eskob Leonard Brennan : Mestr Ted eo Len Brennan. Eñ eo en doa kaset Ted, Dougal ha Jack da gCraggy Island. Kasaat a ra anezhe. Aon en deus rak ar c'honifled abaoe ma oa chomet en ur bignerez gant kantadoù a gonifled. Dimezet en doa dre guzh, hag ur mab en deus er Stadoù Unanet.
- Tad Dick Byrne : person eo en enezenn Rugged Island gant an Tad Cyril Macduff hag an Tad Johnson. Ted ha Dick Byrne a zo enebourien veur, ha taliñ a reont an eil diouzh egile bep tro ña c'hellont : e kenstrivadeg ar veleien pinpatrom, da geñver dilennadeg ar sonenn iwerzhonat en Eurovision 1996, e-pad ur c'hoariadenn mell-droad evit ar veleien en tu all da 80 vloaz,...
- Tad Larry Duff : mignon Ted a-gozh. Pellgomz a ra Ted anezhañ ur wezh an amzer. Siwazh e pellgomz atav en ur mare fall, hag echuiñ a ra en ur walleur.
- British Academy of Film and Television Arts Award 1995 : Komedienn wellañ
- British Academy of Film and Television Arts Award 1996 : Komedienn wellañ
- British Academy of Film and Television Arts Award 1996 : Aktour gwellañ evit Dermot Morgan
- British Academy of Film and Television Arts Award 1996 : Aktourez wellañ evit Pauline McLynn
- British Academy of Film and Television Arts Award 1997 : Komedienn wellañ
- Chañs vat Tad Ted (Good Luck Father Ted)
- O tiduiñ an Tad Stone (Entertaining Father Stone)
- Pasion Sant Tibulus (The Passion of St Tibulus)
- Kenstrivadeg (Competition Time)
- Ha Doue a grouas ar vaouez (And God Created Woman)
- Roit dezhañ an diskuizh peurbadel (Grant Unto Him Eternal Rest)
- Ifern (Hell)
- Soñj buan, Tad Ted (Think Fast, Father Ted)
- Krabanoù an dizeur (Tentacles of Doom)
- Laeradenn ar c'whitell louet (The Old Grey Whistle Theft)
- Ur sonenn evit Europa (A Song for Europe)
- Ar Vosenn (The Plague)
- Rock-a-hula Ted
- Sigaretennoù, alkool ha botoù rodellek (Cigarettes and Alcohol and Rollerblading)
- New Jack City
- From en aer (Flight into Terror)
- Nedeleg Ted (A Christmassy Ted)
- Mat an traoù, Tad Ted? (Are You Right There, Father Ted ?)
- Brezel an deñved (Chirpy Burpy Cheap Sheep)
- Speed 3
- An douar bras (The Mainland)
- Kuit eus an trec'h - 1añ lodenn (Escape from Victory - Part 1)
- Reiñ botez da revr an Eskob Brennan - 2 lodenn (Kicking Bishop Brennan up the Arse - Part 2)
- Nozvezh ar re beuzvarv (Night of the Nearly Dead)
- War-zu Amerika (Going to America)