Ferenc Kazinczy (pe Kazinczy Ferenc evel ma lavarer en hungareg) a oa ur skrivagner hag ur yezhour hungarat. Ganet e voe e Érsemjén, e Rouantelezh Hungaria d'an ampoent (hiziv Șimian, e Roumania), d'ar 27 a viz Here 1759 ha mervel a reas e Széphalom (bremañ e Sátoraljaújhely) d'an 23 a viz Eost 1831.
En e yaouankiz e teskas latin hag alamaneg, gant kelennerien ha gant e dad. Adalek 1769 e voe skoliet e Sárospatak, ma teskas henc'hresianeg ha galleg. En em lakaat a reas da dreiñ levrioù en hungareg diwar al latin hag an alamaneg. Mont a reas da echuiñ e studioù e Kassa hag eno e stagas da labourat evel gwiraour. Goude-se e tremenas amzer e lec'hioù all ivez. E 1782-1783 e voe o labourat evel gwiraour e Pest. Eno e reas anaoudegezh gant ar frañmasonerezh hag e deroù 1784 e teuas da vezañ frañmason. Pellaat a reas diouzh an doueoniezh "didalvoud" evit treiñ ouzh Doue met en ur chom distag diouzh kement kredenn a oa. Etre 1784 ha 1786 e labouras e ti un noter hag etre 1786 ha 1791 e voe enseller er skolioù.
War-dro 1780 e troe muioc'h-mui a skridoù lennegel estren en hungareg. Evel-se e teuas da genskrivañ gant skrivagnerien evel Salomon Gessner, Johann Kaspar Lavater ha Daniel Chodowiecki. E 1779 e reas anaoudegezh gant Miklós Révai e Nagyvárad. Révai a oa ur yezhadurour a studie an hungareg. Dont a rejont da vezañ mignoned e-ser kendivizoù stank diwar-benn al lennegezh hag ar yezh.
E miz Du 1787 e savas Kazinczy, asambles gant Dávid Baróti Szabó ha János Batsányi, ar gelaouenn lennegel Magyar Museum. Ar gelaouenn lennegel gentañ e oa en hungareg. Dre ma oa dizemglev etre saverien ar gelaouenn-se, Kazinczy a savas e 1789 e gelaouenn dezhañ anvet Orpheus. Paouez a reas da zont er-maez e 1792 avat. Ha daou vloaz war-lerc'h e voe paouezet da embann Magyar Museum ivez.
D’ar 14 a viz Kerzu 1794 e voe harzet Kazinczy ha tamallet e voe dezhañ kemer perzh en un irienn renet gant Ignác Martinovics. En toull-bac’h e chomas betek 1801.
Diwar neuze e ouestlas e amzer d’al lennegezh ha d’ar yezh. Bez’ e voe unan eus pennoù bras al luskad evit modernaat an hungareg (an nyelvújítás, "nevezidigezh ar yezh"). D’ar mare-se e voe degaset miliadoù a c’herioù nevez d’an hungareg ha kalz anezho zo en implij c’hoazh.
Perzh a gemeras Kazinczy ivez, e 1830, e savidigezh Akademiezh Skiantoù Hungaria (Magyar Tudós Társaság da neuze, Magyar Tudományos Akadémia bremañ). Kenderc’hel a reas da dreiñ skridoù diwar yezhoù all. En holl, a-hed e vuhez, e lakaas en hungareg ur bern skridoù a bep seurt, diwar zorn Lessing, Goethe, Wieland, Klopstock, Ossian, La Rochefoucauld, Molière, Metastasio, Shakespeare, Sterne, Cicero, Anacreon, ha meur a skrivagner all c’hoazh.