Plant eus ar genad Rubus hag eus ar c'herentiad Rosaceae eo ar flamboez pe ar bod-flamboez.
Eus ar spesad Rubus idaeus eo al lodenn vrasañ eus ar flamboez a vez gounezet e liorzhoù Europa, a c'heller kavout gouez e koadoù zo ; spesadoù gouez pe doñvaet all a c'heller kavout e kornioù all ar bed, evel Rubus strigosus ha Rubus occidentalis en Amerika an Norzh, Rubus crataegifolius en Azia, Rubus parvifolius en Aostralia hag ivez hironoù eus ar spesadoù-se.
Roz, ruz, betek mouk pe du eo liv frouezh ar flamboez, hervez ar spesad ; melen alaouret eo lod anezho zoken.
Diwar ar ger galleg framboise, o tont eus ar frankeg brambasia eo bet stummet ar ger brezhonek, a-raok 1633[1].
Drez Menez Ida eo ster Rubus idaeus, anv latin ar spesad a vez gounezet ar muiañ.
E gwengelouriezh Henc'hres ec'h eo Ida un nimfenn, merc'h Μελισσέας Melisseas (roue Kretia) ha c'hoar Ἀδρήστεια Adrasteia.
E mojenn al liorzhourien e teu liv ruz ar flamboez Rubus idaeus eus gwad bronn Ida skilfet gant drein ar blantenn. Gwenn e oa ar frouezh a-raok bezañ bet goloet gant he gwad, ha ruz int chomet abaoe.
Un hugenn hag ur frouezhenn wir dindan ster al louzawouriezh) eo ar flamboezenn, stummet diwar treuzfeurmadur un 40 karpell bennak e dared ur vleunienn nemetken goude ar frouezhusadur. Pep hini eus an 40 greunenn o stummañ an hugenn he deus boued ar frouezh gant chug tro-dro d'un hadenn. Blev bihan a zo ivez tro-dro d'ar greunennoù.