Ar France libre a voe o ren ar Rezistañs diavaez diazezet e Londrez gant ar jeneral de Gaulle goude ma vefe bet skingaset war wagennoù ar BBC e [[Galv an 18 a viz Mezheven|galv an 18 a viz Mezheven 1940]]. An devezh a-raok, o welet aloubadeg fonnus al lu alaman, Philippe Pétain, penn kuzul gouarnamant an IIIe Republik, a c'halvas an arme c'hall da baouez gant ar stourm e-keit ha ma vefe marc'hataet un arsav-brezel etre Bro-C'hall hag Alamagn an Trede Reich. Pemp devezh war-lerc'h e voe sinet an arsav-brezel, d'ar Sadorn 22 a viz Even 1940. Dre-se e oa kroget "hent ar c'henlabourerezh gant an Alamanted".
D'an 10 a viz Gouhere, ar Vodadeg vroadel, bodet e Vichy, a votas ul lezenn evit sevel ur vonreizh nevez ha reiñ an holl c'halloudoù d'ar Marichal Pétain. D'ar Meurzh 11, Pétain en em ginnigas e-unan "Penn ar Stad c'hall" hag a voe gwelet e framm politikel evel Renad Vichy, diwar anv ar gêr ma voe staliet e gournamant enni.
En ur respont e-doug devezh an 11 a viz Meurzh, ar jeneral de Gaulle, a embannas e oa Renad Vichy ur renad « amreizh, nul ha diziazez » (illégitime, nul et non avenu), hag a savas ar [[Conseil de défense de l'Empire|gouarnamant da zifenn an Impalaeriezh gall|Impalaeriezh]] (Kuzul difenn an Impalaeriezh) ar France libre. An nerzhioù lu o tont da gendeuziñ gant re ar Frañs dieub a voe graet Forces françaises libres (FFL) anezho.
D'an 13 a viz Gouhere 1942, ar « France libre » a voe anvet « France combattante » (Bro-C'hall o stourm) dre ar C'huzul broadel gall evit kendeuziñ ar Frañs dieub gant "ar strolladoù e diabarzh ar vro a stourme er Rezistañs".
D'an 3 a viz Mezheven 1943, ar France libre (France combattante) a zeuas da vezañ ar Comité français de Libération nationale (CFLN) ha d'ar 1añ a viz Eost 1943, ar Forces françaises libres (Nerzhioù ar Frañs dieub - FFL) a zeuas da vezañ an Arme C'hall evit an Dieubidigezh.
Dont a reas ar besamiral Émile Muselier da Londrez d'an 29 a viz Mezheven 1940 hag antronoz e lakeas De Gaulle e penn ar Forces navales françaises libres (FNFL), a voe tolpet ur gantad a listri-brezel hag listri-kenwerzh enno. D'an 3 a viz Eost 1943, ar FNFL a yeas dindan anv Forces navales en Grande-Bretagne (FNGB), pa zeuas ar morlu a oa bet chomet e Afrika dindan beli ar France libre.
Ar France libre a oa bet dre sujidigezh emouestlidi gall liesseurt d'ar jeneral de Gaulle evit kenderc'hel ar stourm a-enep an Alamanted asamblez gant ar Rouantelezh-Unanet. Diouzhtu goude an 18 a viz Even hag ar galv brudet evit kenderc'hel gant ar stourm, e teu tud unan hag unan. Oficserien, soudarded, keodedourien a ya etrrezek Londrez ha de Gaulle. Adal an 28 a viz Mezheven 1940, Winston Churchill, ar c'hentañ ministr Saoz a ansav ez eo ar jeneral de Gaulle « penn ar C'hallaoued o kenderc'hel gant ar stourm ». E-touezh an dud liesseurt o erruout e kaver: broadelourien, roueelourien, yuzevien, katoliked (René Pléven) komunisted... An holl dud-se a oa enebet a-raok ar brezel ha e savas cheu bras etrezo bep an amzer.
130 gwazh Enez Sun a guitaas an enezenn adal an 19 a viz Mezheven 1940 evit mont da Londrez dre ar mor war bigi-pesketañ. Darn anezho a yeas d'en em ouestlañ er Forces navales françaises libres[1].