Un anv-badez hag un anv-tiegezh gallek eo Guerin pe Guérin. A orin germanek eo. Kavet e vez stank e Breizh hag e Bro-C'hall hag ivez er broioù saoznek ha germanek.
Dont a ra an anv Guerin moarvat eus an anv saoz-germanek Warin. Troet eo bet ar « W » da « Gu », evel William da Guillaume. Evit bezañ resisoc'h eo deuet ar son « Wa » da vezañ « Gue » evel war da guerre, wasp da guêpe, etc.
Un anv-badez paotr eo Guérin.
- Guérin, anvet ivez Garin pe Warin, eskob Beauvais eus 1022 betek 1030.
- Bernard Guerin anvet ivez Garin (marvet d'an 2 a viz Meurzh 1138), arc'heskob Arle, legad ar pab.
- Guérin (1065 - 1150), a orin lorenat, manac'h sistersian e Molesmes, abad Hautecombe e Savoia, goude e Chablès en abati Aulps, eskob Sion. Gouel d'ar 27 a viz Eost[1].
- Guérin († 1159), abad, manac'h aogustinat, bet o chom 40 vloaz gant chalonied-venec'h Eosten Hippo, bet anvet da eskob Pavia met nac'het ar garg-mañ gantañ. Santelezhet gant ar pap Aleksandr III. Gouel d'ar 6 a viz C'hwevrer[1].
- Guérin (1157-1227), kañseller Bro-C'hall, eskob Senlis.
- Guerin a Brovañs (?-853), dug ha kont karolingian. Dug Akitania, kont Mâcon, Chalon-sur-Saône, Autun, an Auxois, reizher abati Flavigny (Bourgogn).
Deuet eo an anv-badez da vezañ un anv-familh. Stank eo e Breizh-Uhel (dreist pep tra e Bro-Naoned), hag e Bro-C'hall.
- Florence Guérin (ganet e 1965), aktourez
- Franck Guérin, saver filmoù faltazi ha teulfilmoù
- François Guérin (1927-2003), aktour
- Gilles Guérin (1611-1678), kizeller
- Isabelle Guérin, pennkorollerez e Opera Pariz
- Jean Guérin (1724-1787), engraver, tad Christophe Guérin
- Jean-Baptiste Guérin (1798-1867), livour
- Jean Michel Prosper Guérin (1838-tro-dro 1912), livour
- Jean Urbain Guérin (1760-1836), livour garskeudenner, breur Christophe Guérin.
- Jean-Baptiste Paulin Guérin (1783-1855) livour
- Pierre-Narcisse Guérin (1774-1833), livour nevezklaselour
- Raoul Guérin, tresour
- René Guérin, toumper, penn orkestra, pennskridaozer, coach, kelenner toumperezh
- Robert Guérin lesanvet Gros-Guillaume (1554-1634) aktour gall