Guinness (distaget [ɡɪnɨs] e saozneg) a zo ur bier brudet eus Iwerzhon ijinet e 1759 gant Arthur Guinness (1725-1803) en e vreserezh eus Geata San Séamais e Dulenn. Unan eus bieroù brudetañ ar bed eo. 850 milion a litradoù a vez gwerzhet anezhañ bep bloaz. Ur bier du eo, brudet e vlaz hag ar gwiskad eon diennek tev a vez war e c'horre. Daoust ma'z eo diazezet ar gompagnunezh e Londrez abaoe 1932 ez eo Guinness unan eus arouezioù Iwerzhon. En Iwerzhon paneveken e vefe servijet 1 milion a bintadoù Guinness bemdez.
Graet e vez Guinness gant dour, malt heiz, houpez ha goell bier. Ne vez graet nemet gant heiz eus Iwerzhon, ha gant dour eus Lady's Well e menezioù Cill Mhantáin (ha neket eus dour al Life evel ma lavar ar gaoz alies). Grilhet e vez un darn eus an heiz evit reiñ e liv dezhañ, hag ivez evit e vlaz a denn da hini ar c'hafe.
Meur a addoare a zo dre ar bed. N'eo ket heñvel blaz ar Guinness e pep lec'h. Ne c'houzañv ket mat ar beajiñ, hag evit ar broioù tomm, da skouer, e rank an derez alkol bezañ uheloc'h (7,5°C en Antilhez, ha 4,2°C en Iwerzhon).
Freskik e tleer evañ Guinness. Hervez ti Guinness e rank ar bier servijet diouzh ar wask bezañ 6°C. 1195 segondenn (tost da 2 vunut) e ranker tennañ evit ur pintad. Dre vras e tenner etre 70-80% eus endalc'had ar werenn, amzer d'ar c'hlogor da stabilaat hag e tiskennfe ar gwiskad eon diennek a-raok peurleuniañ. Evit an amzer c'hortoz hir-se a vez lavaret: good things come to those who wait (gortoz pell, gortoz gwell).
An "nez" (klogorennoù bihan gaz) a seblant diskenn eus krec'h da foñs ar werenn, e-lec'h sevel ma reont gant an diedoù all, graet e vez Guinness cascade eus kement-se. Ar pezh a seblante bezañ ur vojenn pe un touellwel a zo bet prouet e 2004. Ur seurt froud kendoug an hini eo, abalamour d'ar c'hemmoù gwrez er werennad. Pignat a ra an nez dre ar c'hreiz, chom war-c'horre ur pennadig hag addiskenn dre ar bordoù (ar pezh a vez gwelet eus an diavaez). Splann e vez an dra-se da welet gant an arvester dre m'eo teñval an died ha gwenn an nez.
Hervez enklaskoù 'zo[1] e vije mat ar Guinness evit ar yec'hed, evit ar galon paneveken, ma virfe ouzh ar c'holesterol da stagañ ouzh speurennoù an talmerennoù, evel ma ra frouezh pe legumaj 'zo. Daoust d'ar vrud, n'eo ket ken magus-se ar Guinness. N'eus nemet 198 kcal (838 kilojoul) en ur pintad, nemetoc'h eget gant jug-orañjez, laezh digoavennet pe ur bern bieroù all.
Unan eus luganoù brudetañ Guinness eo: Guinness is good for you (Guinness a zo mat evidoc'h).