Güines pe San Francisco Javier y San Julián de los Güines, zo ur gêr eus Enez Kuba, betek 2010 e proviñs La Habana, 32 km er c'hreisteiz da gêr La Habana , war lez ar stêr Mayabeque, en ur blaenenn strujus.
En 1735 e voe savet an iliz, iliz San Julián. Betek 2010 e oa e proviñs La Habana. Abaoe an 1 a viz Genver 2011 emañ e proviñs Mayabeque . Al linenn La Habana-Güines a voe hini kentañ Kuba ha Spagn, hag Amerika spagnol, e 1837.