An harozed (pe : gouroned) a zo tudennoù, istorel pe mojennel, hag a vez kehelet, dre gurwerzoù pe meurganoù, o buhez hag o c'hurioù uhel da roiñ ur skwer eus ar galonegezh, ar furnez, pe ar c'halloudegezh, d'ur bobl. Peurliesañ e vez gwelet an haroz evel un hendad d'ar re a azeul anezhañ.
E gwengelouriezh Hellaz, eo hanter-zoueed an harozed alies a-walc'h, hil d'un doue ha d'ur vaouezh varvel dreist-holl.