Harriet Quimby

Harriet Quimby

E 1911
Ganedigezh 11 Mae 1875
Coldwater
Michigan Michigan
Marv 1añ Gouere 1912
Squantum
Massachusetts Massachusetts
Broadelezh  Stadunanat

Micher Skrivagnerez
Levierez
Aktourez

Breved 1añ Eost 1911
Lesanvioù ''Dresden China Aviatrix
China Doll
Luc'hskeudenn gant Theodore Marceau e 1911
Luc'hskeudenn gant Theodore Marceau e 1911
Bruderezh evit an died Vin Fiz, 1912
H. Quimby eo al levierez, hervez liv he sae

Harriet Quimby, bet ganet d'an 11 a viz Mae 1875 e Coldwater (Michigan) hag aet da Anaon d'ar 1añ a viz Gouere 1912 e Squantum (Massachusetts), a voe ar c'hentañ maouez stadunanat brevetet en nijerezh, hag ar vaouez kentañ o leviañ dreist Mor Breizh, nebeut a-raok he marv en ur gwallzarvoud.

Ganet e voe Harriet e 1875 da William hag Ursula Quimby e Coldwater (Michigan)[1]. War-dro 1890 ez eas an tiegezh da Galifornia da glask gwelloc'h buhez.

E deroù ar bloavezhioù 1900 ez eas da gazetennerez. E 1902 e krogas da skrivañ er San Francisco Dramatic Review ; evit ar San Francisco Chronicle hag ar San Francisco Call e labouras ivez. E 1903 e tilojas da Vanhattan e New York da vurutellañ pezhioù-c'hoari evit Leslie's Illustrated Weekly, ma embannas tremen 250 pennad betek 1912.[2]

E 1911 e skrivas seizh senario evit filmoù mut bet sevenet gant D. W. Griffith e Biograph Studios e New York[3].

E 1910 e voe dedennet Harriet Quimby gant an nijerezh, goude bezañ bet en un nijadeg e Belmont Park en Elmont (New York). Eno e kejas ouzh an nijer meur John Moisant (18681910) hag e c'hoar Matilde (18781964).
Bloaz goude, d'ar 1añ a viz Eost 1911, e voe Harriet ar c'hentañ levierez brevedet e Stadoù-Unanet Amerika ; Matilde e voe an eil, d'ar 14 a viz Eost[4].

A-boan brevedet ez emezelas Harriet Quimby er strollad Moisant International Aviators, hag e tiskouezas he barregezh a-dreuz SUA. Buan e voe lesanvet Dresden China Aviatrix ("Levierez Porselen Dresden") ha China Doll ("Poupinell Borselen") abalamour d'he ment vihan, d'he c'hened ha d'he sae-leviañ a c'halle treiñ buan a vragoù da vrozh bet treset ha fardet ganti diwar gloan liv ar prun.[2]

D'ar 16 a viz Ebrel 1912 e tibradas eus Dover e Bro-Saoz, en he unan war bourzh ur Blériot XI kaset gant ur c'heflusker Gnome 50 marc'h-nerzh (37,3 kW), ha 59 munutenn diwezhatoc'h e pradas en Équihen-Plage e Bro-C'hall, goude bezañ leviet 610 m a-us ar mor gant un nadoz-vor hepken. Ar vaouez kentañ o leviañ dreist Mor Breizh e voe Harriet Quimby[5].
Ne voe ket gwall vrudet ar gur-se avat, dre ma oa aet al lestr RMS Titanic d'ar strad en derc'hent.

Pa voe distro d'ar gêr e voe gopret al levierez gant an embregerezh Armour Meat Packing eus Chicago evit brudañ e zied nevez Vin Fiz, a veze brudet gant an nijer Cal Rogers (1879-1912) a-c'houde e nijadenn a-dreuz SUA e 1911[6].

D'ar 1 a viz Gouere 1912 e nijas Harriet Quimby e trede nijadeg Boston e Squantum, Massachusetts war bourzh he nijerez nevez, ur Blériot XI adarre, gant aozer an abadenn. Hiziv an deiz c'hoazh ne ouzer ket perak e tiskennas ar Blériot a-bik p'edo 300 m uhel en oabl a-us ar mor ; strinket e voe al levierez hag an treizhad a-ziwar o c'hadorioù, hag e kouezhjont war-du o marv. An ardivink a blavas hag a sankas er fank.

Unnek miz goude he breved e oa marvet Harriet Quimby, d'an oad a 37 vloaz. E bered Woodlawn e The Bronx e New York e voe beziet ; bloaz goude e voe treuzkaset da vered Kensico, e Valhalla e Stad New York, er biz da New York City.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • (en) ERISMAN, Fred : From Birdwomen to Skygirls – American Girls' Aviation Stories, Texas Christian University Press, 2009 (ISBN 978-0-87565-397-6)

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

  1. Dre ma n'eus bet kavet skrid-ganedigezh ebet, meur a gêr o deus embannet bezañ lec'h ganedigezh Harriet Quimby abaoe he marv, Arcadia Township war ribl Lenn Michigan en o zouez. Coldwater eo al lec'h hervez ar Federal Aviation Administration.
  2. 2,0 ha2,1 (en) Jill W. Tallman : Thanks, Harriet, 02/08/2011. Kavet : 24 Mezheven 2019.
  3. (en)
  4. (en) 'The New York Times, 14/08/1911. Kavet : 24 Mezheven 2019.
  5. (en) 'Flightglobal, 20/04/1912. Kavet : 24 Mezheven 2019.
  6. (en) 'Airport Journals'. Kavet : 24 Mezheven 2019.