Fedoù-sellout Marevezh J2000.0 | ||
---|---|---|
Steredeg | Pegasos | |
Uhelder | 22h 57m 28.0s | |
Hedred | +20° 46′ 08″ | |
Sked hewel (V) | 5.49 | |
Perzhioù | ||
Renk spektrek | G2.5IVa or G4-5Va | |
B-V Indeks livek | 0.67 | |
U-B Indeks livek | 0.22 | |
Doare a steredenn gemmus | Posupl | |
Astrometriezh | ||
Tizh a-gostez (Rv) | -31.2 km/s | |
Tizh (μ) | RA: 208.07 mas/bloaz Dec.: 60.96 mas/bloaz | |
Parallaks (π) | 65.10 ± 0.76 mas | |
Pellder | 50.1 bg (15.4 pk) | |
Sked gwir (MV) | 4.51 | |
Munudoù | ||
Mas | 1.06 M☉ | |
Radius | 1.15–1.4 R☉ | |
Sked | 1.30 L☉ | |
Temperatur | - K | |
Metalekder | 160% | |
Prantad troiñ | 37 devez | |
Oad | 7.5–8.5 × 109 bloavezh | |
Anvioù arall | ||
Helvetios (anvadur skiantel : 51 Pegasi) a zo ur steredenn heñvel a-walc'h ouzh an Heol. E steredeg Pegasos emañ, 50,1 bloavezh-gouloù diouzhimp. Ar steredenn heñvel ouzh an Heol kentañ eo a zo bet kavet un ezplanedenn en-dro dezhi, anvet Dimidium.
Ur sked dre-wel a 5,49 he deus ha gallout a reer he gwelet gant pellunedoù. Ur steredenn gorr velen eo, 7,5 miliard a vloavezhioù hec'h oad. 4-6% tolzennekoc'h eget an Heol eo gant muioc'h a vetaloù.
E 2015 he doa an Unvaniezh Astronomiezh Etrebroadel roet anvioù da ezplanedennoù ha da steredennoù 'zo hag a droent en-dro dezho. Edo 51 Pegasi en o zouez ha deuet e oa da vezañ Helvetios.