|
Herri Iañ Saks, pe Herri Iañ Germania[1] (pe Heinrich der Finkler, Heinrich der Vogler en alamaneg; Henricius Aucepsen e latin ), ganet e 876 ha marvet e 936 e Memleben e Thüringen, lesanvet an Evnetaer dre ma oa nay gant ar chase gant falc'huned, dug Saks adalek 912, roue Frankia ar Reter adalek 919.
Tad e oa da Otto Iañ (impalaer santel), kentañ impalaer german, ha tad-kozh da zaou roue eus Bro-C'hall, Loeiz V ha Huon Capet.
Mab e oa da Otto Iañ, dug Saks (war-dro 851 - 912) ha d'an dugez Hedwige (war-dro 856 - 903), a oa merc'h da varkiz Neustria Herri ha da Ingeltrude, a ziskenne marteze eus Karl Veur[2]
E dad a voe dug Saks war-lerc'h e vreur Bruno Saks, lazhet en un emgann e miz C'hwevrer 880. Dibabet e oa bet da ren war-lerc'h loeiz ar Bugel, met nac'h a reas ar gurunenn ha goulenn a reas dilenn Konrad Iañ Germania
Goude marv Loeiz IV ar Bugel († 840), skarzhet diskennidi Karl Veur, e tegouezhas ar rouantelezh etre daouarn Konrad Iañ Germania en 911, ha gant Herri an Evnetaer en 919. E rouantelezh Germania neuze e oa bodet un darn eus douaroù Francia orientalis Karl Veur, ha reuz enne. E Dugelezh Saks, da varv e dad en 912, e rankas Henri en em gannañ ouzh e amezeien er c'hreisteiz, Dugelezh Frankonia. Enebet e oa ouzh Konrad Iañ Frankonia, a varvas e Kerdu 918.
Dimeziñ a reas Herri Germania e 906 da Hateburge Alstadt, merc'h d'ar c'hont Erwin Saks, hag ur mab o doe, Thankmar, a voe lazhet d'an 28 a viz Gouhere 938 en emgann Eresburg p'edo o vrezeliñ ouzh e vreur Otto Iañ (impalaer santel). Dispartiañ a reas diouzh e wreg en 909
Addimeziñ a reas Henri er bloaz-se en-eeun e kastell Wallhausen, e-kichen Sangerhausen gant Matilda Ringelheim (Santez Mathilda Reingelheim) (890 - 968), ha pemp bugel o doe:
Herri zo unan eus harozed Lohengrin, c'hoarigan Richard Wagner (1850).