Eil rann ISO 639 eo ISO 639-2 ha talvezout da god yezh unvan, ennañ 464 kod teirlizherennek ("kodoù Alpha-3") implijet evit anavezout yezhoù ar bed.
Dindan beli Levraoueg Kendalc'h ar Stadoù-Unanet eo ISO 639-2.
Kroget e oa bet da labourat war ISO 693-2 e 1989 peogwir ne oa ket klok a-walc'h ISO 639-1 e-keñver an niver a c'heller renabliñ gant ar c'hod divlizherennek-se hag embannet e oa bet ISO 693-2 evit ar wezh kentañ e 1998.
Daoust ma vez roet ur c'hod hepken da bep yezh hervez ISO 639-2, ez eus 23 yezh hag o deus daou god: ur c'hod "levraouegiñ", anvet ISO 639-2/B, hag ur c'hod "terminologel" kod, anvet ISO 639-2/T, savet diwar anv saoznek ar yezhoù-se. Kavet e vez pep hini eus an 23 yezh-se e ISO 639-1 ivez.
Bez' ez euz kodoù ouzhpenn evit ober dave da blegennoù dibar :
Dave a ra kodoù zo da teskadoù yezhoù peurheñvel kentoc'h eget da yezhoù resis. Yezhoù a-stroll a vez graet eus ar re-mañ ha ne vezont ket renablet en ISO 639-3.
Setu roll ar yezhoù a-stroll hag o c'hodoù hervez ISO 639-2:
Pa vez tu e vez savet kodoù ISO 15924 diwar re ISO 639-2 en ur ober gant ar c'hodoù kentoc'h evit ar c'hodoù T seul wezh ma c'heller.
ISO 639-3 a ra gant ar c'hodoù T.
![]() |
Porched ar yezhoù hag ar skriturioù Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù. |