Reizh pe jener | paotr ![]() |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Kambodja ![]() |
Anv e yezh-vamm an den | អៀង សារី ![]() |
Anv ganedigezh | Kim Trang, Ким Чанг ![]() |
Deiziad ganedigezh | 24 Her 1925 ![]() |
Lec'h ganedigezh | Mekong Delta ![]() |
Deiziad ar marv | 14 Meu 2013 ![]() |
Lec'h ar marv | Phnom Penh ![]() |
Doare mervel | abeg naturel ![]() |
Abeg ar marv | heart failure ![]() |
Lec'h douaridigezh | Malai District ![]() |
Pried | Ieng Thirith ![]() |
Yezhoù komzet pe skrivet | galleg ![]() |
Kondaonet evit | gouennlazh ![]() |
Micher | politiker, diplomat ![]() |
Karg | foreign minister ![]() |
Bet war ar studi e | Lycée Condorcet, Institut d'études politiques de Paris, Lycee Sisowath ![]() |
Ieng Sary (Kmereg: អៀង សារី;), ganet d'ar 24 a viz Here 1925 hag aet da Anaon d'ar 14 a viz Meurzh 2013, a oa bet kengrouer ha rener ar Khmered ruz hag unan eus pennoù bras ar Gouennlazh kambodian. Ezel eus ar strollad komunour e voe adalaek 1960. E Pariz e reas anaoudegezh gant Pol Pot. Ministr Aferioù Diavaez Kambodja e voe e 1975. Lesanvet e oa Breur niverenn tri, dre ma oa an trede en urzh an aozadur goude Nuon Chea ha Pol Pot.
E 1996 ez eas digant tu Pol Pot ha digastizet e voe gant ar Roue. E wreg, Ieng Thirith (ganet Khieu), a oa bet er Gouarnamant kmer evel maodiern an aferioù sokial. Ieng Sary a oa bet harzet e 2007 ha tamallet torfedoù a-enep Mab-den. Marvet e oa gant un taol-kalon a-raok ma vije barnet da vat an afer.