Ignacio Piñeiro zo ur soner kuban, a oa ganet d'an 21 a viz Mae 1888 e La Habana, kêr-benn ar vro, ha marvet eno e 1969. Unan eus brudetañ sonaozourien Cuba eo. 327 kanaouenn a vije bet savet gantañ[1]. Mar deo brudet evel sonero, e oa kroget evel rumbero.
Stag eo e anv ouzh hini al laz Septeto Nacional.
Asturian e oa e dad, morianez e vamm. E vugaleaj a dremenas e karter Pueblo Nuevo, ma voe skoliet ha ma kemeras perzh e lazoù bugale.
Pa oa yaouank e La Habana e kemeras perzh e lazoù evel Los Roncos ha Timbre de Oro. E 1926 edo o son er Sexteto Occidente renet gant María Teresa Vera, ha ganto e oa aet da New York.
Pa zistroas da Guba e 1927 e krouas ar Sexteto Nacional, pe El Sexteto Nacional de Ignacio Piñeiro en e hed, a zeuas buan da vout ar Septeto Nacional pa gemeras un trompilher er strollad. Dre e anv e tiskoueze e oa ennañ sonerien a bevar c'horn ar vro, pa ne oa nemet eus ar Gêr-benn er Sexteto Habanero, savet daou vloaz a-raok. Brudet e oa al laz abalamour da sonioù nevez Ignacio ha da ampartiz ar sonerien.
En 1928, bloaz goude savet, e troas al laz-c'hwec'h da laz-seizh, gant un trompilher ouzhpenn, hag e hanter 1929 ez eas da Sevilla d'an Exposicion Iberoaméricana. E-pad an dreizhadenn e varvas kaner ar Septeto, José Cheo Jimenez, ha taolet e voe e gorf er mor. Tri miz e chomas e Spagn, d'ober pladennoù ha sonadegoù a bep seurt.
Kuitaat al laz a reas Ignacio en 1935, abalamour d'an arc'hant, a-hervez, hag an trompilher Lazaro Herrera a gemeras war e lerc'h betek 1937, pa voe divodet.
Goude-se e renas al laz Los Roncos, a rae rumba, ha skrivañ a reas evito kalzig[2].
Adalek 1954 e voe adsavet meur a wech gant Ignacio a chomas e penn betek e varv e 1969.
Roet eo bet e anv d'ar Centro Promotor de la Música Tradicional "Ignacio Piñeiro", savet en 1978, evit diorren ar sonerezh.
Gantañ eo bet savet Asturias, patria querida, kan broadel Asturiez, savet en enor d'e dad, un Asturian anezhañ, a oa distroet da Asturiez da vervel. Hervez tud zo e vije heñvelik an ton ouzh hini ur ganaouenn kanaet gant mengleuzerien bolonat pa'z aent d'o devezh, e mengleuzioù Cuencas Mineras e Caudal hag e Mieres e deroù an XXvet kantved.