Inkizision spagnol

Inkizision spagnol
ensavadur, sistem gwirel, luskad relijiel, Lez an Iliz
Deiziad krouiñ1478 Kemmañ
ArvezOfis santel Kemmañ
RelijionKatoligiezh Kemmañ
Den e penn an aozadurinkizitour meur Spagn Kemmañ
StadImpalaeriezh trevadennel Spagn Kemmañ
AotrouniezhKuzul-meur an Inkizision Kemmañ
Bet erlec'hiet gantJunta de Fe Kemmañ
DiorroerIzabel Iañ Kastilha, Fernando II Aragon Kemmañ
Deiziad divodañ1834 Kemmañ

An Inkizision spagnol, anvet Tribunal del Santo Oficio de la Inquisición e spagnoleg, berraet en Inkizision spagnol (spagnoleg : Inquisición española) a voe savet e 1478 gant ar rouaned katolik evit derc'hel ar feiz katolik en o rouantelezhioù.

Ensavadurioù damheñvel a oa dija en Europa abaoe an XIIvet kantved, evel an Ofis santel savet e Bro-C'hall e 1184. Kroget e oa da vat e fin mare ar Reconquista gant ar pal derc'hel mat ar gatoligiezh er rouantelezhioù hag evit erlec'hiañ ouzh an Inkizision ar Grennamzer, dindan beli ar pab. Renet e oa gant ar galloud roueel gant aotre ar pab Sikstus IV en ur vulenn eus 1478. Dre goulenn rouanez Kastilha Isabel Iañ hag ar roue eus Aragon Ferdinant II, dimezet a abaoe 1469, e oa bet savet an Inkizision spagnol, ar re-se a oa bet enoret gant an titl « Rooueed katolik » e 1496.

Deuet eo da vezañ ar brudetañ Inkizision katolik, ouzhpenn an Inkizision roman hag an Inkizision portugalek.

Siell an Inquisición española

An inkizision spagnol a oa ledet war Bro-Spagn met ivez en holl tiriadoù pe trevadennoù en dalc'h, gant an Inizi Kanarias, kement hag en holl tiriadoù en dalc'h e Norzh Amerika ha Su Amerika. Hervez studiadennoù vodern e oa bet tro 150 000 den barnet evit tamalloù lies e-doug tri kantved ma padas an Inizision spagnol. War an hollad e oa bet etre 3000 ha 5000 den lakaet d'ar marv. E-tro 2,7 % eus an hollad. An Inkizision abaoe krouidigezh lez-varnioù Amerika ne oa ket aotreet ken dre lezenn d'ober war-dro an indianed. Roue Spagn en doa urzhiet "an inkizitourien a vez difennet dezho da varnañ an indianed, met aotreet int a-enep ar gristenien kozh hag o ziskennidi ha kement den hag a zo boaz da vezañ barnet e rouantelezhioù Spagn".

An Inkizision a oa bet savet da gentañ a-benn kavout ar falskredourien e-touez an dud troet eus ar yuvegezh hag Islam war-zu ar feiz katolik. An doare feiz a oa da gaout gant ar re nevez troet a oa bet stankaet gant dekredoù roueel e 1492 ha 1502 o reiñ an urzh d'an holl yuzevien pe muzulmaned da dreiñ katolik pe da skarzhañ eus Kastilha. An disoc'h a oa bet kantadoù a vilieroù a dud o treiñ relijion, heskinerezh ar re conversos ha moriscos, ha skarazhadenn-veur ar yuzevien pe muzulmaned eus Bro-Spagn.

An Inkizision spagnol a oa bet lammet e 1834, e-kerzh ren Isabel II, memes ma oa bet o koll kalz nerzh ha levezon abaoe ur c'hantved a-raok.

Awen an Inkizision spagnol

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Meur a mennozh a zo evit displegañ na perak e oa bet krouet an Inkizision spagnol goude kantvedoù habasktder (gant sell Europa krennamzerel), anvet bremañ Convivencia.

Martezeadenn ar "re a relijionoù disheñvel"

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An Inkizision spagnol a c'hellje neuze bezañ gwelet evel un diskoulm d'ar fed ma oa lies-relijiel kevredigezh spagn ur wech echuet gant Reconquista al Ledenez iberek diouzh ar vuzulmaned Mwriaid. An adc'hounit ne oa ket bet mammenn skarzhadenn an holl vuzulmaned diouzh Spagn, degemeret e oan gant ar yuzevien gant pennoù uhel katolik. Er c'hêrioù bras, dreist-holl Sevilla, Valladolid, pe Barcelona, e oa kalz poblañsoù yuzev er Juderia. Gant an amzer o redek e oa bet, goustadik, lakaet a-gostez ar vuzulmaned diouzh ar galloudoù ha ar c'hreizoù-kêr.

Martezeadenn ar "reizhekaat en desped d'an harzoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur vartezeadenn o welet an Inkizision spagnol evel un doare d'ar roueed spagnol da reizekaat hervez o selloù al lezennoù, barnerezhioù disheñvel e Spagn. Ur program eeunat melestradurel e vije neuze en gwirionez damheñvel diouzh ar Santa Hermandad (ar "Vreudeuriezh Santel", ur strollad lezennel, dindan urzh ar gurunenn, o varnañ al laerien ha torfedourien dre ar vro a-bezh ar pezh na c'hell ket ober ar c'hontelezhioù lec'hel. Un hendad d'ar Guardia Civil eo). An aozadur Inkizision a vije bet a-benn neuze un ensavadur o reiñ gwarant d'ar galloud e oa an enklaskoù a-enep an torfedoù hervez lezennoù roueel da vezañ ar memes re ne ra forzh an ensavadurioù lec'hel nag al lec'h (trevadennoù, tiriadoù en dalc'h...).

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • (es) Comella Gutiérrez, Beatriz. La Inquisición española. Madrid : Ediciones Rialp, 1998 (ISBN 978-84-321-3165-3)

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]