Jaan Kross zo ur skrivagner estonek, ganet d'an 19 a viz C'hwevrer 1920 ha marvet d'ar 27 a viz Kerzu 2007[1] hag ar brudetañ skrivagner estonek a vremañ.
Ganet e oa Kross e Tallinn, kêrbenn Estonia. Bet e oa e Skol-Veur Tartu (1938-1945. Kelenn a reas eno betek 1946 (hag adarre evel kelenner Artes Liberales e 1998).
Harzet e voe Kross gant an nazied e 1944, ha goude gant ar pennadurezhioù sovietek e 1946, kaset d'ar Goulag da Rusia. Pa zistroas eus ar c'hamp-bac'h da Estonia e 1954 e teuas da vezañ skrivagner.
Kross eo ar skrivagner estonat anavezetañ er bed hag an hini a zo bet troet ar muiañ e oberennoù