Jacquot de Nantes (Jakez vihan a Naoned e brezhoneg) zo ur film gall, sevenet gant ar filmaozourez c'hall Agnès Varda e 1990-1991.
- Doare : Drama,
- Senario : Agnès Varda, diwar eñvorennoù he gwaz, ar filmaozour breizhat Jacques Demy,
- Divizoù : Agnès Varda,
- Produour : Ciné Tamaris,
- Skeudenniñ : Patrick Blossier, Agnès Godard ha George Strouvé,
- Frammañ : Marie-Josée Audiard,
- Son : Jean-Pierre Duret,
- Sonerezh : Joanna Bruzdowicz,
- Kinkladur : Robert Nardone ha Olivier Radot,
- Prantad filmañ : a-bennadoù, adalek an 9 a viz Ebrel 1990 betek ar 6 a viz Genver 1991,
- Lec'hioù filmañ : Chantenay-sur-Loire, Chapel-Baz-Meur, Koeron, Malvid, Naoned, Pontkastell-Keren (Liger-Atlantel), Champtoceaux (Maine-et-Loire),
- Deiziad dont er-maez : 15 a viz Mae 1991,
- Padelezh : 118'.
Istor yaouankiz an danvez filmaozour Jacques Demy e Naoned, gant e familh, e vignoned... Ur bugaleaj eürus eo a vez kontet, en desped d'an darvoudoù c'hoarvezet e-kerzh ar brezel kement ha war e lerc'h. Hag un oad krenn aheurtet, troet war-du ar sinema dija.
Klañv-fall e oa Demy da goulz ar filmañ hag arvestet en devoa outañ koulkoude. Aet e oa da Anaon e Pariz d'ar 27 a viz Here 1990 a-raok na voe peurechuet ar film a zouge bri dezhañ.