Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Rouantelezh Saoz, Glywysing |
Anv-bihan | Geoffrey |
Deiziad ganedigezh | 1100 |
Lec'h ganedigezh | Menoe |
Deiziad ar marv | 1155 |
Lec'h ar marv | Llandaff Cathedral |
Yezhoù komzet pe skrivet | Medieval Latin |
Yezh implijet dre skrid | Medieval Latin |
Micher | barzh, istorour, skrivagner, beleg katolik, eskob katolik |
Karg | Anglican Bishop of St Asaph, diocesan bishop |
Bet war ar studi e | Skol-veur Oxford |
Relijion | Iliz katolik roman |
Consecrator | Theobald of Bec, William de Turbeville, Walter |
Oberenn heverk | Historia Regum Britanniae, Prophetiae Merlini, Vita Merlini |
Statud e wirioù aozer | Ar gwirioù aozer ne dalvezont ket ken |
Jafrez Menoe (Galfridus Monemutensis e latin) zo ur manac'h pe ur beleg eus Kembre an XIIvet kantved, eskobet e fin e vuhez, ganet war-dro ar bloavezh 1100, marvet war-dro 1155, ha brudet evel istorour. Brud en deus abalamour d'e levrioù skrivet e latin, meneg enno eus Merzhin hag ar roue Arzhur, ha dreist-holl d'an Historia Regum Britanniae, da lavarout eo Istor Roueed Breizh, a voe bras e levezon.
Gwelet eo evel unan eus tadoù mojenn ar roue Arzhur ha war un dro, a-wechoù, evel kentañ istorour Breizh-Veur, un titl a zerefe muioc'h ouzh Gweltaz ha Nennius.
Jafrez Menoe a vez graet anezhañ e brezhoneg[1], ha Sieffre o Fynwy e kembraeg, Galfridus Monemutensis e latin, ha Geoffrey of Monmouth e saozneg.
Daoust ma n'ouzer ket pelec'h e oa ganet e kreder e oa e kêr Menoe e Kembre hag e oa deuet e dud eus Breizh. Gouzout a rae latin, galleg, saozneg ha brezhoneg[2]. Anaout mat a rae ar c'hornad bepred, ha deskrivañ a ra Caerllion (nepell alese) en Historia Regum Britanniae.
Studioù a reas en Oxford, ma reas anaoudegezh gant an arc'hdiagon Walter a Oxford. E 1152 e voe anvet da eskob Llanelwy (en hanternoz Kembre), dek devezh goude bezañ bet beleget, met ne greder ket ez eas di biskoazh abalamour d'ar brezelioù a oa neuze etre ar roue Owain Gwynedd ha roue Bro-Saoz. Mervel a eure tri bloaz war-lerc'h.
Kentañ levr a skrivas Jafrez a voe Prophetiae Merlini a voe skrivet a-raok ar bloaz 1135. Hennezh eo a levr kentañ savet diwar-benn an hudour Merlin, rak a-raok n'anavezed nemet "Myrddin" el lennegezh kembraek[3]. Kred a voe en diouganoù a oa el levr betek 300 vloaz war-lerc'h. [4]. Diwezhatoc'h e voe ebarzhet diouganoù all el levr[5].
Etre 1149 ha 1151 e voe skrivet Vita Merlini. Dastumet ez eus ennañ mojennoù diwar-benn Myrddin.