James Macpherson

James Macpherson
James Macpherson
Poltred gant George Romney, c. 1780
Ganedigezh 27 Here 1736
Ruthven, Inverness-shire, Bro-Skos
Marv 17 C'hwevrer 1796 (59 bloaz)
Belville, Inverness-shire, Bro-Skos
Luskad lennegel Romantelezh

James Macpherson (Gouezeleg Skos: Seumas MacMhuirich pe Seumas Mac a' Phearsain), ganet d'an 27 Here 1736 ha marvet d'an 17 C'hwevrer 1796, a oa ur skrivagner, ur barzh, un dastumer lennegezh pobl hag ur politiker skosat brudet evit bezañ bet treuzkaser rendaelet Skourr Ossian, un heuliad barzhoniezh meulgan. Evel Iolo Morgannwg ha Teodor Kervarker e voe tamallet gant lenneien evit bezañ bet ur falser p'en doe lakaet da voullañ tammoù lennegezh skrivet pe dre gomz hag int adskrivet gantañ.

Derou e vuhez ha deskadurezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ganet e voe Macpherson e Ruthven, e parrez Kingussie e Badenoch, Inverness-shire. Tost-tre voe ar barrez-se ouezeleg-se eus kazarnioù an arme saoz savet e 1719 evit kadarnaat beli ar galloud saoz goude emsavavadeg ar Jacobited e 1715. Un eontr da James, Ewen Macpherson, engouestlet gant eil emsavadeg ar Jakobited e 1745, a yeas d'an emgann hag a zleas bevañ kuzh e-pad 9 bloaz goude Emgann Culloden, ma voe e niz un c'hrennard er mare-se.
E 1752 e yeas Macpherson d'ober studioù d'ar King's College (Skolaj roueel) ha d'ar Marischal College, e Aberdeen (diwezhatoc'h ez aint da vezañ Sko-Veur Aberdeen). Eno e studias Brezel Galia gant Jul Kaezar, e-lec'h e kavas menegoù meuriadoù kentidik ar Germaned e-tal lu ar Romaned sevenaet. Krediñ a reer ez eas da Skol-Veur Dinedin da-c'houde. Pa voe studier e krogas gant ar sevel barzhonegoù e-leizh, en o zouez The Highlander, ur hir a meulgan.

Dastum barzhoniezh ouezelek Bro-Skos

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Echuet e studioù e teuas da Ruthven en-dro hag e labouras evel mestr-skol hag evel kelenner-ti da-c'houde. E 1760 ez eas da enezenn Norzh Uist hag e kejas gant John MacCodrum, barzh ofisiel ar C'hlan MacDonald Sleat. Hervez hemañ diwezhañ ne oa ket Macpherson ur gouezeleger disi er mare-se. Broudet e voe gant meur a lenneg da embann 15 barzhoneg gouezelek a dispake hirvoudoù e-ser marvioù brezelourien dindan titl Fragments of Ancient Poetry collected in the Highlands of Scotland (Arroudoù barzhoniezh gozh dastumet e Broioù-Uhel Bro-Skos). Pa voent adkemeret a-dammoù er The Scots Magazinehag er The Gentleman's Magazinee teuont da vezañ brudet-tre evel testoù ar barzhoniezh meulgan kollet.

Hugh Blair, hag eñ kendrec'het war hended ar pezhioù, a savas ur gest evit arc'hantaouiñ enklaskoù Macpherson a grogas, e diskaramzer 1760, gant un droiad e pastell-vro Inbhir Nis (Inverness), Enezenn Skye, Enezennoù Norzh-Uist ha Su-Uist, ha Benbecula. Sañset e kavas dornskridoù gant harp Kabiten Morrîson ha ar pastor Gallie. Pelloc'h e skoas d'an Enezenn Mull ma lavaras en doe kavet dornskridoù eno.

Diskleriañ a reas, e 1761, Macpherson en doe kavet ur gwerzh-veur, ma voe kaoz enni eus troioù-kaer Ossian (Oisin e iwerzhoneg), mab da Fionn mac Cumhaill/Finn McCool), hemañ kevatal da Fingal, haroz gwerzioù e iwerzhoneg kozh. E dibenn ar bloaz e lakaas da voullañ Fingal, an Ancient Epic Poem in Six Books, together with Several Other Poems composed by Ossian, the Son of Fingal, translated from the Gaelic Language, savet er memes komz-plaen sonerezhel evel ma oe bet skrivet e gentañ levr barzhoniezh. Embannañ a reas Temora hag un embannadur Ossian nevez e 1763.

Nac'het e voe kerkent goude dilested ar barzhonegoù-se savet gant ur barzh a veve, sañset er IIIvet kantved, dreist-holl gant Charles O'Connor a gavas diwirheñvel lod diogeladurioù James Macpherson hag a verzas fazioù bras war doareoù an anvioù-tud hag al lec'hanvioù kozh. Kazusoc'h c'hoazh e tiskouezas Samuel Johnson (A Journey to the Western Islands of Scotland, 1775) ma voe bet dastumet, staget hag adskrivet pezhioù barzhoniezh ha kontadennoù, ken e teuent da vezañ ur skrid nevez holl. Embannet e voe e 1807, goude marv ar skrivagner, darn an dornskridoù ha pa voe embannet er c'hantved war lerc'h arguzennoù evit difenn al labour dastum, den ne kavas tu da eilpennañ barn al lenneien.

Obererezhioù all

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1774, Macpherson a yeas da sekretour ar gouarnour trevadennel, George Johnston, e Pensacola (Florida), met e teuas da Vreizh-Veur en-dro goude un tabut gant e vestr. Aotreet e voe treiñ e gopr da leve.
Sevel a reas meur a skrid istorel, ar pouezusañ anezho, embannet e 1775, Original Papers, containing the Secret History of Great Britain from the Restoration to the Accession of the House of Hanover, gant ar raktitl Extracts from the Life of James II, as written by himself (1775)[1]. Gopret e voe evit difenn ha brudañ politikerezh ar gouarnamant renet gant Lord North ha e voe anvet da dileuriad Mohamed Ali Walajan, priñs India, war ur post paeet mad-tre. E 1780 e voe dilennet da zilkannadannad pastell-vro Camelford (Kerne-Veur)hag e chomas gant ar saviadur-se betek e varv.

Kannad Breizh-Veur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

O vezañ ma voe Jakobited e familh, met aet war-du an Tiernach o ren en em lakaas war ar renk hag e tapas ur sez e Camelford e-doug an dilennadegoù kannaded e 1780. Addilennet e voe e 1784 ha en eztezioùd a-heul betek dibenn e vuhez. Ne voe kavet kalz a roudoù eus e labour kannad, nemet e rolloù kannaded bet gopret evit obererezhioù dangel evit harpañ ar gouarnamant. Diskouezet eo e-barzh un nebeud lizhiri prevez skrivet gant politikourien kempred. E 1783 e labouras gant Sir Nathaniel Wraxal[2]. hag e voe merzet gant an dud evel un den pinvidik-tre.

Dibennn e vuhez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Prenañ a reas un domani, adanvet Belville gantañ (Balavil a-wezhoù), en e vro c'hinidik, kontelezh Inbhir Nis, hag e yeas da anaon e 1796 eno. Treuzdouget e voe e relegoù evit bezañ interet e-barzh iliz abati Westminster. Bloaz goude e varv e teuas eil lodenn e "Antiquarian Notes" (Notennoù gant un hendraour) er maez. Lezañ a reas un eñvor mesket, koulz evel dastumer lennegezh-bobl hag evel politikour pa voe rebechet dezhañ chañch endalc'hoù an enklaskoù, chañch ar c'hostez politikel a voe bet hini e familh , betek al lec'hanvioù, pa embannas en e testamant ne felle ket dezhañ ma vo chañchet anv nevez e domanioù.

Ossian ha tabut ar Barzaz Breiz

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pa tarzhas e 1868 an tabut e-keñver dilested an testennoù a veze kinniget gant Teodor Kervarker en e Barzaz Breiz, ne faotas ket Fañch an Uhel da delc'her soñj eus labourioù Macpherson evel skouer mat floderezh lennegel.

Pennadoù nes

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Paperioù orin, enno Istor kuzh Breizh-Veur, adal Assavidigezh betek donedigezh Tiernac'h Hannover, raktitlet Arroudoù buhezskrid Jakez II a Vreizh-Veur, hervez e skridoù dezhañ.
  2. Bailey, Saunders, The Life and Letters of James Macpherson, pajenn 293.